(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Amanliz - Wikipedia

Amanliz

kumun Il-ha-Gwilen

Amanliz (Amanlis e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gentieg e departamant Il-ha-Gwilen.

Amanliz
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallaouek Amanliz
Anv gallek (ofisiel) Amanlis
Bro istorel Bro Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Felger-Gwitreg
Kanton Gentieg
Kod kumun 35002
Kod post 35150
Maer
Amzer gefridi
Loïc Godet
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Maen ar Boudiged
Bro velestradurel Bro Gwitreg
Lec'hienn Web https://www.amanlis.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 759 ann. (2020)[1]
Stankter 70 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 00′ 26″ Norzh
1° 28′ 29″ Kornôg
/ 48.0072222222, -1.47472222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 60 m
bihanañ 25 m — brasañ 93 m
Gorread 25,25 km²
Lec'hiañ ar gêr
Amanliz

Douaroniezh

kemmañ

Kumunioù amezeg: Kornuz; Sant-Armael-ar-Gilli; Neveztell; Kastell-Geron; Pereg; Gentieg.

  • "Aman-Lez, Beurre-Cour ou Cour-du-Beurre".[2]
  • "Amanliarum, XI Abbé Bossard / BN; Amanliis, 1127, BN"[3]

Talvoudegezh : souezhus e vefe un anv tennet diwar ar ger brezhonek amann ! (brezhoneg ne oa ket komzet en Amanliz).

  • Kavet eo bet Teñzor Amanlis en 1835, anezhañ 10 000 pezh a vefe bet aozet gant Veneted pe Riedoned, gant an eizhtroadeg[4], met mont a reas a-skign, war-bouez 310 pezh a gaver hiriv e Mirdi Breizh[5].
  • Mervel a reas 64 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 3,63 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
  • Mervel a reas tri den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[6].

Trevadennoù

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • An iliz katolik.
  • Monumant ar re varv[7].

Emdroadur ar boblañs 1962-2012

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Ekonomiezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  d'Acigné, aotrounez Amanliz ː

En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.

  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra[8]

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. A. Marteville & P. Varin : warlec'hien ha reizherien Ogée; 1843.
  3. Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop-Breizh. 1990.
  4. Marc'h eizhtroadek, skeudenn ur marc'h o c'haloupat.
  5. Katherine Gruel, Le monnayage armoricain et le contexte de la Guerre des Gaules, "Trésors enfouis de l'âge du Fer à la Révolution", Musée d'Histoire et d'Archéologie de Vannes, embannadurioù Locus Solus, 2013, (ISBN 978-2-36833-016-6)
  6. 6,0 6,1 ha6,2 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  7. [2] Memorial Genweb
  8. Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890