Hesperidezed
An Hesperidezed (henc'hresianeg : Ἐσπερίδες Hesperídes) a oa teir (pe pemp, pep seizh, hervez an hengoun) gwreg yaouank, nimfezed kaer ha dibreder, a oa o chom e penn pellañ an douar, e-lec'h ma'z a an Heol da guzh, hervez mojennoù Hellaz kozh.
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a3/Frederic_Leighton_-_The_Garden_of_the_Hesperides.jpg/220px-Frederic_Leighton_-_The_Garden_of_the_Hesperides.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/da/Garden_of_the_Hesperides_by_Albert_Herter.jpg/220px-Garden_of_the_Hesperides_by_Albert_Herter.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/ae/Hans_von_Mar%C3%A9es_005.jpg/220px-Hans_von_Mar%C3%A9es_005.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/29/The_Garden_of_the_Hesperides.jpg/220px-The_Garden_of_the_Hesperides.jpg)
Tud zo o deus klasket lec'hiañ o liorzh e Libia, pe e Maroko, e-kichen Tanger, pe en un enezenn er-maez da Spagn.
Piv e oant
kemmañMerc'hed e oant d'an Titan Atlas ha da Hesperis, pe da Nyks, pe da Forkys ha Keto, hervez ar mojennoù.
O anvioù a oa
met kemm a reont hervez doareoù ar vojenn.
Mann ne raent nemet diwall avaloù aour o liorzh, gant skoazell an aerouant Ladon. Brudet e oa an avaloù-aour se peogwir e oant bet roet da Hera, da zeiz hec'h eured, gant he mamm Gaia. Herakles a deuas d'o laerezh, gant skoazell Atlas, ha kement-se a voe unan eus e droioù-kaer.
Levrlennadur
kemmañ- Apollodoros, Bibliotheke (II, 5, 11).
- Apollonios Rodos, Argonaotika (IV).
- Diodoros Sikilia, Bibliotheke historike, (IV, 27).
- Pausanias ar Beajour, Deskrivadur Hellaz (IX, 35).