Banzai (garm)
Banzai (Japaneg:
Da zigentañ e oa implijet an estlamadenn evit lidañ Impalaer China. Dre levezon politikel ha yezhel China e emledas an estlamadenn etrezek ar yezhoù tostañ.
E broioù 'zo e vez implijet dindan stumm ur youc'hadenn evit lidañ un trec'h, ur garmadenn a-stroll a vez tost ouzh an "Hourrah"
E Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet ez eo ar ger Banzai dreist-holl dre an implij a zo bet gant ar soudarded Japaned e-pad an Eil Brezel-bed.
Ar ger chinaat a zo erruet etrezek Japan dindan ar stumm banzei (Kana: ばんぜい Kanji:
Banzei a zo deuet en-dro goude adsav Meiji. Lakaet ez eo bet da vezañ ofisiel e bonreizh Meiji er bloavezh 1889 dre ma oa bet huchet banzei gant studierien pa dremenas charreadeg an Impalaer.
Tro memes mare, banzai a grogas da vezañ implijet e degouezhioù all evit ar re liammet gant an Impalaer. Da skouer harperien al luskad evit Frankiz ha gwirioù ar bobl, a grogas da implij an estlammadenn "Jiyū banzai" (Kanji:
E-pad an Eil Brezel-bed e vez implijet ar stumm hir doare pedenn Tenno heika Banzai! (
Ar soudarded japaniz Kamikaze o vont da vervel a huche "Banzai!" dindan ur sell romantel bet etrezek sevenadur Japan a-vremañ padal n'eus ket prouen istorel ebet eus ar fed-mañ.
Sur ez eo avat e oa bet implijet gant soudarded al lu troadegiezh el lu Impalaeriezh Japan dre ma oa bet klevet dindan ur stumm boaz gant ho enebourien e-pad Brezel ar Meurvor Habask pa vez taget kreñvlec'hioù ar gevredidi gant troadegiezh Japan. Dre-se ez eo deuet al lavarad "Argadenn Banzai" ( pe a-wechoù " Tagadenn Banzai") degaset gant ar soudarded saoznegerien anezho, bremañ ez eo deuet da vezañ ar ster anavezetañ d'ar ger "Banzai"