(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Eüterpe - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Eüterpe

Eus Wikipedia
Euterpe, Johann Heinrich Tischbein.

Eüterpe a oa unan eus an nav Muzez, anvet ivez Merc'hed an Awen, e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Zeus ha Mnemosyne.

Εいぷしろんὐτέρπη / Eütérpê eo an anv e gregach, ha talvezout a ra «a oar plijout», eus ar ger εいぷしろんὖ / , «mat» ha τέρπω / térpô, «plijout».

Doueez ar Sonerezh e oa. Ur fleüt a veze ganti, an aulos, bet ijinet ganti. Diwezhatoc'h e plijas da livourien zo reiñ dezhi binvioù all, paper sonerezh. Ur gurunennad vleunioù a veze war he fenn pa veze da-heul an doue Dionysos.

War bez Frédéric Chopin, e bered ar Père-Lachaise e Pariz, he gweler o ouelañ.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.