Moustik

Eus Wikipedia
Ur moustik Aedes (Stegomyia) albopictus prest da flemmañ

Ar moustiked zo amprevaned eus kerentiad ar Culicidae.

Bez o deus kerniel hir ha fin, eskell gant skantennoù, ar barezed o deus korzennoù-beg hir ha reut doare flemmañ-sunañ. Hiziv-an-deiz 3543 spesad moustiked a zo, renket e 111 rann hag a vez kavet dre ar bed holl. Kalz nebeutoc'h anezho a flemm Mab-Den.

Ar moustiked o deus ur gefridi da geñver an ekoreizhiadoù mes dreist-holl da geñver treuzkas ar c'hleñvedoù-red etrezek Mab-den pe al loened. Kement-mañ ouzhpenn d'ar flemmadennoù kasaus, bez ez int ar strollad treuzkaserien gwasañ kleñvedoù etrezek Mab-den[1], evel kleñved ar paludoù[2]

Kavet e vezont dre an holl douaroù diveuz (met ket en Antatika), kement er c'hoadeier, er c'hêrioù pe er savanenn. A-bep ma vez ur gorread dour dous pe dour hal (gorread bihan pe berrbad). 65 spesad disheñvel a zo bet daveet er Frañs kevandirel.

Treuzkaserien kleñvedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sturierien int da 3 strollad kontammerien kleñvedus evit Mab-Den: Plasmodium, dre orjalennoù hag arbovirus lies anezho.

Treuzkas a reont dreist-holl ar c'hleñvedoù:

Dre ar riskloù degaset gant ar re moustik e vez savet kartennoù evit kelaouiñ an dud e pelec'h e vezont kavet. Evit tachenn an unvaniezh europat e vezo kavet war lec'hienn an European Centre for Disease Prevention and Control[3]

Ergerzhadegoù enep moustik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur welet ar riskloù kleñvedoù-red o tont war wel ha war wasaat dre hanterenn ar bedeladur, e vez savet aliesoc'h-aliesañ ergerzhadegoù a-enep ar moustik evit klask izelaat an niver anezho[4].

Evit talañ ouzh ar moustik e vez 2 doare d'ober:

  • Distrujañ al lec'hioù bevañ (gorreadoù dour-hal...)[5]
  • Kelaouiñ ar brasañ niver war an doare d'en em wareziñ outo dre oberiadurioù propaganda yec'hed[6].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Neveu-Lemaire M. (1923). L’évolution de la classification des Culicidae. Annales de Parasitologie. Levrenn 1 (1). (18 pajenn)
  • Brunhes, J.; Rhaim, A.; Geoffroy, B.; Angel, G.; Hervy, J. P. Les Moustiques de l'Afrique mediterranéenne Galleg/Saozneg. Renkadur niverennel ar moustiked e Norzh-Afrika gant un displegadur niverennel war korfadurezh, ekoreizhiadoù, kleñvedoù, kleñvedoù-red. Mac/PC skeudennoù a vil verne IRD/IPT [12640] 2000 CD-ROM. ISBN 2-7099-1446-8
  • Davidson, Elizabeth W. (1981). Pathogenesis of invertebrate microbial diseases. Montclair, N. J.: Allanheld, Osmun. ISBN 0-86598-014-4.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha davennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]