(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Astat - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Astat

Eus Wikipedia
Astat
PoloniomAstatRadon
I
At
Ts
taolenn beriodek, Astat
Perzhioù hollek
Niver atomek 85
Rummad kimiek Halogenoù
Strollad 17
Trovezh 6
Bloc'h p
Tolz atomek 209,987
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Xe] 4f14 5d10 6s2 6p5[1]
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 7
Perzhioù atomek
Niver oksidadur -1, +1, +3, +5, +7
Tredanleiegezh 2,20 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 930,118 kJ/mol
Skin atomek 202 pm
Skin kenamsav 148 pm
Skin Van der Vaals 202 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) (stlenn ebet)
Teuzverk 302 °C
Bervverk 337 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn
?
(Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder)

Un elfenn gimiek eo an astat ; At eo e arouez kimiek, 85 e niver atomek ha 209,987 e dolz atomek.
Un halogen eo hervez an darn vuiañ eus ar skiantourien, met ur metaloid eo hervez lod all anezho ; tabut zo c'hoazh.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo bet kent bezañ kavet en natur. Skinoberiek-kenañ eo an astat.

En daolenn gentañ bet embannet gant Dmitriy Mendeleyev e 1869 e chome un toull er strollad VII dindan 53I (anvet J=127 gantañ) ; goude labourioù ar fizikour danat Niels Bohr war framm an atomoù e voe diouganet e vije un halogen eus an elfenn dianav er strollad VII goude 53I. Skiantourien a glaskas an elfenn en natur, hep dont a-benn avat rak ne vez ket muioc'h eget 28 gramm ag astat war un dro e krestenenn an Douar[2].
Adal neuze e kredjod peder gwezh bezañ kavet an elfenn — anvet alabamine e Stadoù-Unanet Amerika e 1937, dakan en Indez Breizhveurek (Bangladesh hiziv) e 1937, helvetium e Suis e 1940 hag anglo-helvetium e 1942 e Suis adarre.
E 1940 ivez avat e voe hiniennekaet an elfenn 85 e Skol-veur Kalifornia e Berkeley gant an Amerikaned Dale R. Corson, Kenneth Ross MacKenzie hag an Italian Emilio Segrè dre vombezenniñ bismut-209 gant rannoùigoù αあるふぁ[3] ; eus an henc'hresianeg αστατος astatos "distabil" e teu anv an elfenn 111, abalamour ma kemm buan he stad dre he skinoberiegezh.
E 1943 e voe kavet astat en natur[4] evel an disoc'h eus skinoberiegezh 87Fr, 90Th, 91Pa ha 92U[5].

A-douez 101 elfenn gentañ an daolenn, 87Fr hepken zo distabiloc'h c'hoazh eget 85At, a zo skinoberiek-kenañ hag a dro buan da izotopoù 85At all, da vismut 83Bi, da boloniom 84Po pe c'hoazh da radon 86Rn.
Dre ma n'eus izotop At ebet gant un hanter-vuhez hiroc'h eget 12 eurvezh ne c'haller ket kevanaozañ kementadoù bras ag astat, diaes eo neuze ober enklaskoù don war e zivoud — mar deujed a-benn da genderc'hañ ur bloc'had astat ez aje da c'haz kerkent en abeg d'ar wrez a vez ganet gant e skinoberiegezh.[6]
Dre geñveriañ gant an elfennoù amezek, dre ober gant hentennoù arlakadel pe gantouezel neuze ez eus bet termenet un nebeud eus perzhioù an astat.

Perzhioù fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teñvaloc'h-teñvalañ eo liv an halogenoù : hogos diliv eo 9F, gwer splann eo 17Cl, gell eo 35Br ha gris teñval eo 53I — mar kendalc'h 85At gant an tech-se e rankje bezañ du ha kalet mard eus un halogen gwirion anezhañ, pe liv ur metal teñval mard eus ur metaloid anezhañ.

Mard eo an astat e strollad an halogenoù ez eo uheloc'h e deuzverk (302°C) hag e vevverk (332 °C) eget re an halogenoù skañvoc'h, hogen arnodennoù zo a hañval diskouez e vije izeloc'h ar gwrezverkoù-se eget ar re c'hortozet digant an halogen pounnerañ[7].

Perzhioù kimiek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre imbourc'hiñ dileizhadoù astat ez eus bet kavet kalz muioc'h a berzhioù a denn d'an halogenoù eget a re a denn d'ar metaloù, hogen an daou a gaver evelato.
Evel an halogenoù e c'hall an astat genel anion, hag evel an iod ez eo tost da vezañ ul ledreüzenn — ar pezh a zo gwir gant 86Rn ivez, a zo ur gaz nobl ha n'eo ket un halogen[8].
Evel ar metaloù e c'hall an astat gwiskañ ur c'hatod, kendierc'hañ gant sulfatoù metaloù en drenkenn gloridrek HCl, genel kation e dileizhennoù trenk kreñv.

Bez' ez anavezer 32 izotop eus At, distabil ha skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù stabilañ an astat
Izotop % en natur Hanter-vuhez
209At kevanaozet 5,41 eurvezh
210At kevanaozet 8,1 eurvezh
211At kevanaozet 7,21 eurvezh

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An izotop At-211 eo a vez kerderc'het ez-greantel a-benn e arverañ er vezegiezh nukleel. War-dro 25 µg a vez gounezet bewezh dre vombezenniñ Bi-209 gant He-4.

Evit prientiñ ar pal e lakaer bismut war ur gorread aluminiom, aour pe gouevr dre euflennadur katodek ; etre 50 ha 100 mg bismut dre cm2 zo rekis. Goude-se e kendeuzer ar gwiskad bismut gant ur blakenn gouevr kent lakaat ar pal en un aergelc'h nitrogen hag e yenaat gant dour a-benn ma ne yaje ket an At-211 da c'haz kerkent ha gounezet.
Lakaet e vez ar pal en ur c'hwimmer rannoùigoù (ur c'hiklotron) evit lakaat ar bismut da gejañ ouzh rannoùigoù αあるふぁ ganet gant He-4 ; nebeutoc'h eget 30 MeV eo ar gremm rekis, rak da 40 MeV e c'hounezer At-210 ha da 60 MeV e c'hounezer At-209 e-lec'h At-211.
Setu amañ an dazgwered a ranker kaout :

209 Bi + 4 He → 211 At + 2 1
83 2 85 0
Ur biz-yen

At-211 zo bet gounezet neuze ; ret eo e zisrannañ diouzh ar pal ha diouzh an izotopoù all a zo bet ganet ivez.

  • Tommet e vez ar pal e 270 °C evit ma yafe an izotopoù all da vurezh.
  • Goude-se e kresker ar wrez betek 800 °C : war-dro 80% eus At a dro da c'haz, met ar bismut a grog da ober heñvel.
  • Lakaet e vez an nemorant eus At da c'hlizhenniñ war ur blakennad platin yen.
  • Goude-se en e lakaar en ul lestr kouarz a dommer e 130 °C evit skarzhañ ar poloniom hag an izotopoù diwezhañ all.
  • E 500 °C e tommer al lestr c'hoazh a-benn lakaat At-211 en ur biz-yen kent e zastum dre e walc'hiñ gant un dileizhenn skañv a drenkenn nitrek HNO3.

War-dro 30% ag At-211 a c'haller kenderc'hañ dre an argerzh kemplezhek-se.

Er vezegiezh nukleel neuze ez implijer At-211 a-drugarez d'e hanter-vuhez a 7,21 eurvezh hag d'e c'halloud da vont e gwiadoù a zo hep mont er gwiadoù amezek : 70 µm eo donder intradur ar rannoùigoù αあるふぁ ganet gant At-211 er gwiadoù, p'eo tost da 2 mm hini rannoùigoù βべーた I-131, an izotop all a vez arveret an aliesañ er vezegiezh nukleel.
En abeg da gement-se ez implijer At-211 da ober war-dro ar wagrenn skoed : ne ya ket don a-walc'h da dizhout an arskoedenn a zo amezek. Gwelloc'h eo ober gant At-211 en abeg d'e hanter-vuhez verr.

  1. 'Royal Society of Chemistry'. Kavet : 25 Meurzh 2021.
  2. CLOSE Frank E., Particle Physics — A Very Short Introduction, Oxford University Press, USA, 2004, 160 pajenn, ISBN 978-0-19-280434-1 (en)
  3. Physical Review Online Archive (en) Liamm oberiant 04 GEN 13
  4. Springer (de) Liamm oberiant 04 GEN 13
  5. Inorganic Chemistry pp. 402 ha 1095.
  6. EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements pp. 57-58.
  7. Mendeley (en) Liamm oberiant 04 GEN 12
  8. Inorganic Chemistry p. 282.
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok