Franklin Delano Roosevelt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
![]() |
|
Niv urzh | 32l Prezidant Stadoù-Unanet Amerika |
---|---|
Kefridi | 4 a viz Meurzh 1933 12 a viz Ebrel 1945 |
Deiziad ha lec'h genel |
30 a viz Genver 1882 e Hyde Park, New York |
Deiziad ha lec'h mervel |
12 a viz Ebrel 1945 e Warm Springs (Georgia) |
Micher | Gwiraour |
Strollad politikel | Demokrat |
Besprezidant | John N. Garner (1933–1941) Henry A. Wallace (1941–1945) Harry S. Truman (1945) |
Roll ar vesprezidanted |
Franklin Delano Roosevelt (distagadur IPA /ˈrəʊzəvelt/), bet ganet d'an 30 a viz Genver 1882 e Hyde Park, e stad New york, ha marvet d'an 12 a viz Ebrel 1945 e Warm Springs, e stad Georgia. Ar 32vet prezidant eus ar Stadoù-Unanet e voe. Ar prezidant Amerikan nemetañ e voe da vezañ dilennet 4 gwech da heul adalek 1932. Ne oa nemet o kregiñ e 4vet kemenn pa varvas diwar ur c'hleñved, un nebeud mizioù goude e zilennadeg.
[kemmañ] Buhezskrid
[kemmañ] Yaouankiz
Franklin Delano Roosevelt a zo ganet d'an 30 a viz genver 1882 e Hyde Park, ur geriadenn e traonienn an Hudson lec'hiet da 160 km e norzh New York. E dad, James Roosevelt Sr., embreger pinvidik, en devoa un hendad eus an izel-vroioù, Nicholas Roosevelt, staliet en Amsterdam Nevez, hag en do, e-touez e ziskenidi, Theodore Roosevel, ur prezidant Amerikan all. Franklin Delano a zimezo gant e nizez Eleanor. E vamm, Sara Ann Delano en doa diskenidi eus bro c'hall hag eus luxembourg. He zad-kozh, Warren Delano Jr., hag en doa graet avel vat e kenwerzh an Opium gant China, a oa un diskenad eus Philippe de La Noye (1602-1681).
|
|||||||
1789 : Washington |
1841 : Tyler |
1877 : Hayes |
1913 : Wilson |
1969 : Nixon |