Betelgeuse
Betelgeuse (
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4a/Betelgeuse_in_Orion_%28with_annotations%29.jpg/220px-Betelgeuse_in_Orion_%28with_annotations%29.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/88/Position_Alpha_Ori.png/220px-Position_Alpha_Ori.png)
Anv
kemmañDonet a ra hec'h anv ag an arabeg ragislamek يد الجوزا, yad al-jawzāʾ, ar pezh a dalv « dorn al-jawzāʾ». Hogen, displann eo ha da gentañ e veze graet getañ evit komz a steredeg Orion en he fezh. Treuzskrivet fall e vije bet e-korf ar Grennamzer en Europa e "Bedalgeuze".
E brezhoneg ez eo bet kenniget an anv Mabon é tonet ag ar vitologiezh kelt evit envel Betelgeuse[1].
Pellder
kemmañE 2013, a-drugarez d'an teleskop-egor Herschel ez eus bet jedet e oa 500 blead-gouloù douzh an Douar.
Dezverkoù
kemmañSkoaz dehou Orion/Mabon eo.
Ur ramzsteredenn ruz eo hag unan a lugernusañ stered hor galaksienn eo hag unan ag ar re vrasañ ag ar c'horn-mañ ag Hent Sant Jakez. 1 000 gwezh brasoc'h evit an Heol eo ha skinañ a ra èl 10 000 anezhañ.
Emañ Betelgeuse àr he zalaroù ha tarzhañ a ray en ur supernova èl razh stered Orion. Pa darzho, a-benn un toullad miliadoù a vleadoù avamañ, e c'hellor he gwelet ag an Douar e barr an deiz.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, le ciel et l'année chez les Celtes, Label LN, 2005.