Gris
liv
Al liv gris (distagadur IPA: ['gri:s]) zo ur c'hemmesk gwenn ha du. Hervez ar c'hementad eus an eil hag egile, e vez sklaer pe sklaeroc'h al liv gris. Pa vesker daou liv enebet (glas hag orañjez, pe melen ha limestra) e kaver liv gris ivez.
Skrivañ a reer gris evit an anv-gwan ha griz evit an anv-kadarn, ar griz.
Anvioù all
kemmañLavarout a reer ivez "louet" evit al liv-se (ur ger keltiek eo "louet" tra m'eo bet amprestet "gris" digant ar galleg), ur ger hag a gaver ivez evel anv-tiegezh.
E brezhoneg e vez graet ivez gant ar ger "glas" (dreist-holl evit ar blev, koulz tud ha loened: «blev glas un den kozh, ur gazeg c'hlas»).
| ||||||||
| ||||||||
|