Iañ milved
Eil milved kt JK | Iañ milved kt JK | Iañ milved | Eil milved | ../..
Iañ kantved | Eil kantved | IIIe kantved | IVe kantved | Vvet kantved
VIvet kantved | VIIvet kantved | VIIIvet kantved | IXvet kantved | Xvet kantved
Roll ar milvedoù | Roll ar C'hantvedoù
Kregiñ a ra ar Iañ milved d'ar 1añ a viz Genver 1 hag echuiñ a ra d'an 31 a viz Kerzu 1000. Deroù an amzervezh anvet Istor eo. Ne gresk ket poblañs ar bed ken buan hag ar milved kent, tremen a ra eus tro-dro 200 milion a dud er bloaz 1 da tro-dro 300 milion er bloaz 1000. Ur milved treuzkemm eo en Azia hag Europa, ha kresk fonnus e Mesoamerika.
Darvoudoù bras
kemmañEn Europa
kemmañ- Henamzer
- Mare an divroadegoù
- Krennamzer uhel en eil lodenn eus ar milved
Lakaat a ra an istorourien da gregiñ an Impalaeriezh Roman er bloaz 27 kent JK, araok bezañ dispartiet e daou e 395. C'hoarvezhout a ra diskar Impalaeriezh Roman ar C'hornôg e 476. Kenderc'hel a ra Impalaeriezh Roman ar Reter, anvet ivez an Impalaeriezh Bizantion, betek 1453.
Taget eo Kornôg Europa gant ar Vikinged e kantvedoù diwezhañ ar milved.
Arvorig ha Breizh
kemmañMont a ra Brezhoned eus Enez Vreizh d'an Arvorig etre an Vvet hag an VIIIvet kantved, oc'h en em veskañ gant ar boblañs galian-roman.
Diazezet eo ar vroad vreizhat gant Nevenoe o trec'hiñ arme frank Karl Voal en Emgann Ballon e 845.
En Azia
kemmañE Sina e kemer an Tierniezh Jin (265 - 420) plas an Tierniezh Han, araok ma vefe graet kement all gant an tierniezh Tang.
Rannet eo Iskevandir Indez e kalz rouantelezhioù. En em staliañ a ra an Impalaeriezh Gupta etre 320 ha 550.
E Mezoamerika
kemmañAn "amzervezh klasel" a ra an istorourien eus ar mare etre 200 ha 900. Teotihuacan a zeu da vezañ ur gêr vras ha mestr war Kreizamerika.
En Afrika
kemmañEn em strewiñ a ra ar vBantoued en Afrika issahara.
Treuzet e vez ar Sahara gant marc'hadourien sklaved a ya betek aodoù Maghreb ha Reter Afrika d'ober koñvers.
Relijionoù
kemmañIjinet eo div relijion vras : ar gristeniezh a grog e bloavezhioù kentañ ar milved hag eo skignet en Europa dreist-holl, hag an islam er VIIvet kantved hag en em skuilh eus Arabia betek India ha Kornôg Azia, ha betek Maghreb hag al Ledenez iberek.
En em strewiñ a ra ar voudaegezh e Reter Azia.
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañE Sina eo kodifikaet an arz da fardañ paper (anavezet abaoe an eil kantved kt JK).
Ijinet eo ar gartennouriezh gant Ptolemaios en eil kantved.
Ijinet eo an tan-arvest gant ar Sinaiz en IXvet kantved.
Degaset eo ar balañser, an horolaj hag an abakenn gant Jelvestr II.