Ivon Krog
Ivon Krog (Poullann 1885-Brest 1930) a oa ur skrivagner brezhonek eus ar vro Penn Sardin, saver ampart barzhonegoù, kontadennoù ha pezioù-c'hoari. Unan eus ar gwellañ skrivagnerien-bobl e oa. E anv barzh e oa Eostik Kerineg. Ober a rae gant meur a anv-pluenn all, Spern Gwenn dreist-holl, hag ivez Iouen Poullan, Iouen pe Youenn.
Buhez
kemmañGanet e oa d'ar 15 a viz Eost 1885 e Kervigneg(Daveoù a vank), e Poullann, e-kichen Douarnenez. Dimezet e voe gant Marie-Alexandrine Berrezay ha 5 bugel o doa bet. Evel ur Yann e vil micher ez eas d'ober komis-bank, miliner, hag, erfin, tavarnour e Brest. Ur spered laouenidigezh ha fent a voe gantañ hag, hervez Frañsez Favereau, e veze "poltredet alies e-giz un den drant, troet d'ber fent, prest dalc'hmat da vinc'hoarzhiñ, daoust d'an diaes ma oa e damm buhez…".
Marvet eo d'an 29 a viz Meurzh 1930 e Brest.
Skrivagner ampart ha rannvroelour
kemmañSkrivañ a reas e brezhoneg nemetken e-barzh Feiz ha Breiz, Kloc'hdi Breiz, Kroaz ar Vretoned, Brug, Ar Vro, Buhez Breiz. Ul liesskrivagner
e voe pa savas skridoù a bep seurt en ur yezh saourus ha gwriziennet mat e yezh e korn-bro hag awenet gant ar c'hontadennoù klevet eno.
Prest e oa un dornskrid evit embann e oberennoù klok dalif, met distrujet e voe e fin an Eil brezel-bed.[1]
Mennozhioù an eil Emsav rannvroelour a vage, ken e voe degemeret e 1908 er C'hoursez Breizh hag e roas e anv d'ar Gevredigez Broadus Breiz hag da Unvaniez Arvor adal 1911.
Embannadennoù
kemmañPennadoù
kemmañ- Tour iliz va farrez. E-barzf Feiz ha Breiz, 1907.
- Pesketerien sardin ha mistri ar frituriou,. E-barzh Brug, 1913.
Kontadennoù
kemmañ- Mab-kaer d'ar roue, Sant-Brieg, 1910, 37 p.
- Marvaillou Kerne, Sant-Brieg, 1910, 120 p. adembannet e 1924 dindan titl Eur Zac'had Marvailhou, Brest, EmbannadurioùBuhez Breiz. Kontadennoù. Darn anezho zo bet adembannet diwezhatoc'h.
- Kloc’h an interamant. E-barzh Buhez Breiz, niv. 18, 1922[2].
Pezhioù-c'hoari=
kemmañEmbannet ez eus bet tri fezh sinaet gantañ e-barzh Ar Vro, Buhez Breiz, ha Le Courrier du Finistère.
- Prizonier ar Republik, 1909
- Kleñved ar medalennou gant an Aotrou Fistoulik, 1909, pezh-c'hoari fentus. An hini brudetañ.
- Daou laer bara.
Barzhonegoù
kemmañBarzhonegoù sinet Spern Gwenn:
- Sant Yann o vont da Blougastell,
- War an hent,
- Ar paourkaezh den.
Dastum kanaouennoù
kemmañIstor
kemmañPennadoù diwar an istor a skrivas ivez :
- An tour d'Auvergne, e 1905
- Buhez Sant They, e 1905
- Feiz koz ar vretoned vo birvidik bepred, e 1906
- Nevenoe, tad broadelez Breiz, e 1914
- Sant Kevin ha gwaz ar roue O'Tuathal, e 1922.
Levrlennadur
kemmañ- C'hog (ar), Yann-Vark, Notennoù gramadeg a-ziwar skridoù Ivon Krog, Hor Yezh Niv. 148-149, 1983, pp. 3-14.
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Penned : Crocq, Yvon.
- Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kanved. Levrenn 2. Eus an eil brezel d'egile. Breiz Atao hag ar re all el lennegezh. 1919-1944, Skol Vreizh, 2003. P. p. 64-71.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Meneget gant Lukian Raoul.
- ↑ Da lenn e Wikimammenn.