(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Maurice Duhamel - Wikipedia

Maurice Duhamel, Maurice Bourgeaux (1884-1940 ) evit marilh ar boblañs a oa ur soner, sonaozour, kelaouenner ha den politikel breizhat.

Maurice Duhamel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhMaurice Bourgeaux Kemmañ
Anv-bihanMaurice Kemmañ
Anv-familhBourgeaux Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 C'hwe 1884 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Deiziad ar marv5 C'hwe 1940 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
BugelMorvan Duhamel Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Michersonaozour, Dastum, politiker Kemmañ
Strollad politikelStrollad Emrenerien Vreiz Kemmañ
Tachennsonerezh Breizh, sonerezh klasel Kemmañ

E vuhez

kemmañ

Ganet eo bet d'an 23 a viz C'hwevrer 1884 e Roazhon. Aet eo da Anaon d'an 19 a viz C'hwevrer 1940 e Roazhon diwar krign-bev ar skevent.

Ganet eo bet en ur familh kenwerzhourien. Ur skoliad dreist oa e lise Roazhon. Barrek-tre war ar sonerezh. Desket en deus brezhoneg pa oa el lise. Skrivet en deus abred e meur a gelaouenn.

Eus tu Alfred Dreyfus eo bet gant entan.

Etre 1909 ha 1912 e reas troioù e Treger ha Kerne evit dastum kanaouennoù ha kontadennoù pobl.

Ne gemeras ket perzh er brezel bed kentañ rak reformet oa bet. Rener Laz-seniñ an Tour Eiffel e voe e 1917.

E 1912 e kuitaas an Union Régionaliste Bretonne (URB) gant Emil Masson, Camille Le Mercier d'Erm, Frañsez Vallée ha Loeiz Herrieu evit krouiñ ar Fédération régionaliste de Bretagne na badas ket pell.

Ezel e voe eus Strollad komunour Frañs er bloavezhioù 1920. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar Parti Autonomiste Breton e Rosporden e 1927. Bez eo voe pennskridaozer ar gelaouenn Breiz Atao.

Gant Goulven Mazeas ha Morvan Marchal e voe unan eus pennoù kostezenn gleiz ha kevreadelour an emsav breizhek etre an daou vrezel bed.

E 1930 e voe rener arzel Radio-Rennes Bretagne.

Kuitaat a reas ar PAB e 1931. Emezelañ a reas el Ligue Fédéraliste de Bretagne. Ne reas ket berzh ar strollad-se ha kuitaat a reas Maurice Duhamel ar vuhez politikel. Chom a reas tost ouzh Marcel Cachin koulskoude. Kregiñ a reas da skrivañ e Histoire du peuple breton. Berzet e voe al lodenn gentañ gant Ministr an diabarzh e 1939.

Graet en doa e annez kostez Pariz hag ezel oa eus kevredigezh ar "Bretons émancipés" renet gant Marcel Cachin.

Mervel a reas e 1940 hep kaout amzer da skrivañ eil lodenn Histoire du peuple breton.

Oberennoù sonerezh

kemmañ

Siñfoniennoù ha c'hoariganoù

kemmañ
  • 1924 : Trois petites pièces orientales
  • 1926 : Harald, ouverture
  • 1927 : La Trahison, Galopade, Bataille, Epilogue, quatre incidentaux
  • 1927 : Grazioso, Amoroso, Doloroso, Agitato, quatre incidentaux
  • 1928 : En terre celtique
  • 1929 : Sous un balcon de Murcie
  • 1929 : Habanera
  • 1930 : Deux Marches celtiques

Oberennoù sonerezh kambr

kemmañ
  • 1911 : Soniou an Dous, Canevon y briodferch, Les Chants de la fiancée pour violoncelle ou alto et piano

Oberennoù evit ar piano ha sonennoù

kemmañ
  • 1905 : Le Chevalier du guet
  • 1906 : Valse
  • 1907 : Impressions de Bretagne
  • 1915 : Esquisses bretonnes
  • 1925 : En terre celtique

Oberennoù evit ar c'han hag oberennoù relijiel

kemmañ
  • Viviane, drame lyrique
  • Harmonisations de pièces de compositeurs romantiques
  • Harmonisations de chants populaires
  • 1908 : Le Cœur peut changer, opéra-comique
  • 1913 : Gwerziou ha Soniou Breiz Izel (tonioù an darn vrasañ eus ar gwerzioù ha sonioù dastumet gant Fañch an Uhel)
  • 1930 : Chansons populaires du Pays de Vannes

Oberennoù skrivet

kemmañ
  • Musiques bretonnes (1911)
  • Quinze modes de la musique bretonne (1911)
  • Chansons populaires du pays de Vannes (1914)
  • Premières gammes celtiques (1916)
  • Chansons populaires des Hébrides (1916)
  • Le fédéralisme international et le réveil des nationalités (1928)
  • Histoire du peuples breton, des origines à 1532 (1939)

Daveoù

kemmañ
  • Mille Bretons dictionnaire biographique gant Jean-Lloup Avril, Les portes du Large ; 2002 ; ISBN 2-914612-07-9
  • Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner ; 2013 : ISBN 978-2-916579-59-7
  • Musique classique bretonne / Sonerezh klasel Breizh gant Mikael Bodlore-Penlaez hag Aldo Ripoche, raksrid gant Pierre-Yves Moign ; Coop Breizh ; 2012 ; ISBN 978-2-84346-563-5