Meurzh (miz)
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Miz Meurzh eo trede miz ar bloaz hervez an deiziadur gregorian.
An eil eus ar seizh miz a zo 31 deiz enne eo. Er bloavezhioù bizeost e krog Meurzh er memes deiz ha miz Du, hag er bloavezhioù ordinal er memes deiz ha C'hwevrer.
War-dro an 20 e vez ar gedez, a zo deiz kentañ an nevezamzer ofisiel en hantervoul norzh.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus anv ar miz latin Martius, savet diwar anv Mars, anv an doue Meurzh e relijion Henroma.
Istor
kemmañMiz Meurzh e oa anv ar miz kentañ en Henroma, miz an nevezamzer ha hini ar brezelioù : echu ar goañv, dousoc'h an amzer, izeloc'h an dour er stêrioù, gallout a rae an armeoù mont dre ar maezioù adarre.
Genver a zeuas da vout kentañ miz ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius (war-dro 713 kent JK), pe dindan an Decemvires war-dro 450 kent JK : disheñvelder zo e testenioù ar skrivagnerien roman.
Meur a sevenadur ha relijion a laka ar bloaz da gregiñ e miz Meurzh.
Kregiñ a rae ar bloaz d'ar 1añ a viz Meurzh e Rusia betek dibenn ar XVvet kantved. Betek 1752 e kroge d'ar 25 a viz Meurzh e Breizh-Veur hag he zrevadennoù; gant an deiziadur gregorian e voe graet goude.
Krennlavaroù
kemmañ- « Berr, berr, miz C'hwevrer, karg an ant hag ar foz / Me o disec'ho en un deiz hag un noz »
- « Bleuñv e Meurzh, feurm en Abril / A ya holl gant ar morzil »[1],[2]
- « C'hoario Meurzh ar pezh a garo / Ur c'hostez ag ar c'hleuz a dommo »
- « Da c'houel Paol / Laka merenn vihan war an daol »[3]
- « Da c'houel sant Jozeb / Mar bez klouar, taol al lin war an Douar »[4]
- « Da c'houel sant Jozeb pe sant Benead / Gounid ar panez hag al lin mat »[5]
- « Da Sul Fask / E lamm ar saout dreist o nask »[6]
- « Da Wener ar Groaz e kroaz ar big he neizh »[7]
- « Da Sul ar Bleunioù, kont ar vioù / Da Sul Fask, torr o fennoù / Da Sul ar C'hazimodo, frik ar c'hozh podoù »[8]
- « Deiz Sul ar Bleunioù / E teu an naered eus ar c'hleuzioù »
- « Deuet Meurzh e-giz ma karo / Gwrac'h e korn ar c'hleuz a dommo »
- « E miz Meurzh glav hag avel foll / A ray lakaat evezh d'an holl »
- « E-pad ar sizhun santel / Amzer goloet, avel »[9]
- « Heol Meurzh a c'hloaz / Heol Ebrel a lazh »
- « Meurzh a lazh gant e vorzholioù / An ejen bras e korn ar c'hraou »
- « Meurzh da Veurzh : tan-gwall, chas klañv ha naered »
- « Meurzh e skoulm / Ebrel e bodenn / Mae e bleuñv / Even e greunenn / Gouere e gwastell wenn »
- « Meurzh gant ur c'hwezhadenn / A zisec'h ar foz penn-da-benn »
- « Meurzh, gant e veurzheri / A ra d'ar wrac'h staota en ti / Ha d'he merc'h kerkoulz hag hi »[10]
- « Miz Meurzh gant e vorzholioù / A lazh al leueoù en o mammoù »
- « Miz Meurzh gant e vorzholioù / A sko ker gwazh hag an Ankoù »
- « Miz Meurzh gant e vorzholioù / A zeu da skeiñ war hon dorioù »
- « Miz Meurzh gant ur c'hwezhadenn / A lazh meur a vagadenn »
- « Pa glevfet an drask o kanañ / Serret keuneud mat da dommañ / Pa glevfet ar voualc'h goude-se / Taolit ho chupenn a-gostez »
- « Tri deiz goude ma kan an drask / Ez a ar vuoc'h joaus d'he nask »
- « Tri devezh e Meurzh, tri devezh en Ebrel / E teu ar goukoug da dennañ ur vi erer pe ur vi sparfell »
Notennoù
kemmañ- ↑ Feurm : stummet.
- ↑ Morzil : avel vervent.
- ↑ Paol Aorelian : 12/03 ; hiraat a ra an devezhioù (ur Paol all, Paol Tars, a vez lidet d'ar 29/06).
- ↑ Jozeb : 19/03
- ↑ Benead : 21/03.
- ↑ Sul Fask : kentañ Sul goude ar c'hentañ loargann goude kedez Veurzh (etre an 22/03 hag ar 25/04).
- ↑ Gwener ar Groaz : eil derc'hent Sul Fask.
- ↑ Sul ar Bleunioù : diwezhañ Sul a-raok Pask ; Sul ar C'hazimodo : kentañ Sul goude Pask.
- ↑ Sizhun santel : ar sizhun a-raok Pask.
- ↑ Meurzheri : rustoni an amzer e miz Meurzh