Niobiom
Un elfenn gimiek eo an niobiom, a zo bet anvet kolombiom ivez ; Nb eo e arouez kimiek, 41 e niver atomek ha 92,906 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo an niobiom.
| ||||
---|---|---|---|---|
Zirkoniom – Niobiom – Molibden | ||||
| ||||
Niver atomek | 41 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 5 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d4 5s1 | |||
Niver oksidadur | +3, +5 | |||
Tredanleiegezh | 1,60 | |||
Skin atomek | 142,9 | |||
Tolz atomek | 92,90638 | |||
| ||||
1 cm3 eo ec'honad an diñs nobiom
| ||||
Ur metal blot arwenn eo an niobiom, a gaver e kailhoù evel ar piroklor (Na,Ca)2Nb2O6(OH,F) pe ar ferrokolombit (Fe,Mn)(Nb,Ta)2O6. Da arc'hlas e tro pa vez lakaet en aer.
Brazil a voe ar c'henderc'her pennañ e 2011, gant 58 000 tonennad. Kanada a roas 4 400 t, ha 600 t a zeuas eus broioù all. Tri milion a donennadoù niobiom a chom da dennañ eus kailh piroklor, ar pezh a zo trawalc'h da vastañ da ezhommoù ar bed. Daoust d'ar 150 000 tonennad a niobium a zo e douaroù Stadoù-Unanet Amerika ne voe ket kenderc'het eno e 2011 abalamour ma oa re ger en ober.[1]
Istor
kemmañE 1801, ar c'himiour saoz Charles Hatchett a zizoloas un elfenn nevez en un tamm kailh a zeue eus ar Stadoù-Unanet ; kolombiom e voe an anv a roas dezhi, hervez anv barzhel Amerika. Ne ouie ket avat e oa an elfenn nevez mesket gant tantalom (mesket eo Nb ha Ta er ferrokolombit, evel meneget amañ a-uc'h), ar pezh a lakaas reuz e bed ar gimiezh. Droukvesket e voe niobiom ha tantalom ; neuze e voe kredet e oa pemp elfenn disheñvel, a voe anvet niobiom (< Niobe), tantalom (< Tantalos), dianiom (< Diana), pelopiom (< Pelops) hag ilmeniom (< Menez Ilmen en Oural), pa ne oa eus an teir elfenn diwezhañ nemet niobiom pe ur meskaj niobiom-tantalom[2].
Etre 1864 ha 1866 e voe diskouezet splann ne oa nemet div elfenn aze, an niobiom hag an tantalom. Adalek 1866 e teuas ar c'himiour suis Jean Charles Galissard de Marignac a-benn da genderc'hañ niobiom didantaliom, na voe ket arveret kent 1920 (da fardañ lampoù dre gannder)[3]. Buan e voe an niobiom erlerc'hiet gant ar wolfram evit an arver-se.
Perzhioù
kemmañUr metal orjalennus eo an niobiom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe — kaletoc'h e teu pa vez dambur avat.
Kewarellek eo, da lavaret eo e vez desachet hepken gant ur gwarellvaez hep bezañ argaset gantañ.
Dreistreüs e teu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -150 ° C.
Kimiek
kemmañE 2 468 °C e teuz an niobiom. Diaes-tre eo e oksidañ, ha pa zeuer a-benn e c'han gwiskadoù kaeelloù.
Peuzheñvel ouzh re an tantalom eo perzhioù kimikel an niobiom, ha dre m'eo marc'hadmatoc'h ha paotoc'h e vez alies arveret Nb e-lec'h Ta.
Izotopoù
kemmañ93Nb eo an izotop stabil nemetañ a zo en natur. Tremen 32 izotop all zo bet kevanaozet, eus 81Nb betek 113Nb, 92Nb o vezañ an hini stabilañ (hanter-vuhez : 34,7 milion a vloavezhioù).
Arver
kemmañ- Adalek ar bloavezhioù 1920 e voe merzet e talvez an niobiom da greñvaat an dir, ar pezh a reer hiziv c'hoazh : war-dro 90 % eus an niobiom a vez kenderc'het a ya da fardañ dir evit ar greanterezh nukleel, ar c'hirri-nij, ar fuc'helloù hag all.
- Kendeuzet gant germaniom (Nb3Ge), staen (Nb3Sn) pe ditaniom (NbTi) e teu an niobiom da vezañ dreistreüs pa c'houzañv redoù tredan kreñv ha gwarellvaezioù ; dre ar perzh-se e farder mekanikoù-tredan ha tredanwarelloù, hag ivez binvioù evit ar vezegiezh.
- Strinkennoù niobat litiom LiNbO3 zo arveret er pellgehenterezh (pellgomzoù hezoug, gouluzerioù luc'hek).
- Er brageriz ez implijer niobiom da reiñ livioù d'ar metaloù, hag ivez abalamour ma ne ro allergiezh ebet ; en abeg d'ar pezh diwezhañ-mañ e vez an niobiom arveret er surjianerezh.
- Ur metal nobl eo an niobiom er voneizoniezh evel an aour pe an arc'hant, a-benn lakaat livioù hag arlivioù er metal.
Erlec'hiadoù
kemmañMolibden ha vanadiom a c'hall erlec'hiañ an niobiom en dir, evel tantalom ha titaniom ; prierezhioù, wolfram, tantalom ha molibden a vez lakaet e-lec'h niobiom en ardivinkoù a rank labourat e gwrezverkoù uhel.
Alies avat ne vez ket an erlec'hiadoù par d'an niobiom er greantelezh, evit abegoù efedusted pe goust.
Notennoù
kemmañ- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 16 HER 12
- ↑ Frenesius' Journal of Analytical Chemistry (de) Liamm oberiant 16 HER 12
- ↑ GUPTA C. K. & SURI A. K., Extractive Metallurgy of Niobium, CRC Press, 1994 ISBN 978-0-8493-6071-8 (en)
- ↑ Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 16 HER 12
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |