(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Silabenn - Wikipedia

Ar silabenn a zo anezhi un unded yezhoniel o tennañ d'ar yezh komzet. Pep silabenn he devez dre ret ur graoñell (peurliesañ ur vogalenn) ha sonennoù all a c'hell bezañ ouzhpennet outi. A-bouez e c'hell bezañ silabennoù ur yezh evit gouzout e pelec'h emañ an taol-mouezh e pep ger ha neuze evit ar metroù implijet evit sevel barzhonegoù hag all.

Struktur ar silabenn

kemmañ

Setu struktur diazez ar silabenn:

Ar c'hraoñell eo an elfenn ret nemeti.

Dre vras e vez kavet sonennoù mouezhiet e kraoñell ar silabenn, peurliesañ ur vogalenn pe veur a vogalenn. A-wechoù avat ez eus ur gensonenn silabennek e kraoñell ar silabenn, da skouer |[l]| pe |[r]|.

Ret eo da bep silabenn kaout ur graoñell dre vras. Ar silabenn a c'hell kaout ul lost pe get. Pa vez ul lost ouzh ar silabenn e vez gret silabenn serr anezhi ha silabenn digor a vez graet eus ar re n'o deus lost ebet. Da skouer ("C" = kensonenn; "V" = vogalenn):

  • silabennoù digor:V, CV, CCV...
  • silabennoù serr: VC, CVC, CVCC...

Tost holl yezhoù ar bed a ra gant silabennoù digor, met n'eo ket an holl a ra gant silabennoù serr ivez.

Fonologiezh ar silabenn

kemmañ

Ar reolennoù fonotaktikel a dalvez da c'houzout peseurt sonioù a c'hell implijout ur yezh bennaket ha penaos e c'hellont bezañ implijet ganti. Da skouer e c'heller e brezhoneg kregiñ ur ger gant an div gensonenn s + k asambles ("skol") met e portugaleg e ranker ouzhpennañ un e ("escola"). Struktur ar silabennoù a cheñch ivez a yezh da yezh hervez reolennoù fonotaktikel resis.

Evel-se e ra yezhoù evel ar japaneg, daoust ha ma vez implijet silabennoù digor gant kazi holl yezhoù ar bed, gant silabennoù serr gant "-n" nemetken. Yezhoù evel ar sinaeg a rank ober gant silabennoù digor hag en o fenn ur gensonenn d'ar muiañ. Yezhoù all evel an arabeg a rank kregiñ pep silabenn gant ur gensonenn.

Ar silabennoù hag an taol-mouezh

kemmañ

Alies a-walc'h ez eus ul liamm strizh etre lusk ar gerioù (an taol-mouezh) ha struktur ar silabennoù a zo enne. E latin e ouzer da skouer e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger dre zielfennañ struktur ar silabennoù.

Yezhoù hep silabennoù

kemmañ

N'eo ket sklaer ha bez' ez eus ur perzh hollek eus ar silabenn rak un nebeud yezhoù ral pe raloc'h evel an nuxálk (pe bella coola) a ra gant gerioù enne kensonennoù hepken, da skouer :

xłp̓x̣ʷłtłpłłskʷc̓ [xɬp’χかいʷɬtɬpɬːskʷʦ’] 'gantañ e oa ur blantenn (saoz. "bunchberry")'     (Bagemihl 1991:16)


Gwelet ivez :

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.