a-nevez
Gwelet ivez : a nevez |
Brezhoneg
Adverb
a-nevez /aˈneːve(s)/
- En-dro, adarre
- Tec'het ar boan dre al louzoù, ha deuet a-nevez ar mousc'hoarzh hag ar c'han. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 79.)
- Piv, a-nevez, va Breudeur ker, a zigoro an nor serret hag a serro an nor zigor ? SAAQ 356
- A-nevez e oa deut trouz eus an diabarzh. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 409.)
- N'eus ket pell (en droienn « a-nevez zo » pe dirak un anv-gwan-verb).
- A-nevez 'zo ez int dimezet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 112.)
- A-nevez-zo eo bet er gêr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 376.)
- dirak un anv-gwan pe anv-gwan-verb, evel war-lerc'h an adverb nevez
- ... daou vevel a zo a-nevez aet kuit. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 14.)
- dirak un anv-gwan pe anv-gwan-verb, gant ar c'hemmadur dre vlotaat, :
- An dilhad-mañ ho peus a-nevez-brenet ? — (TBP?, p. ?.)
- He fatatez he deus a-nevez-dennet anezho. — (TBP?, p. ?.)
- Ur wezh e oa ur roue er Spagn, hag a oa a-nevez-varvet e wreg. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 25.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
en-dro (1)
n'eus ket pell (2)