(Translated by https://www.hiragana.jp/)
dever - Wikeriadur

Brezhoneg

  Etimologiezh

Savet diwar dev, pennrann ar verb deviñ, hag al lostger -er.

  Furm verb

dever /ˈdeːvɛr/

  1. Furm dic'hour ar verb deviñ en amzer-vremañ an doare-disklêriañ, hep kemmadur.

  Etimologiezh

Eus ar ger gallek devoir.

  Anv-kadarn

dever /ˈdeːvɛr/ gourel (liester : deverioù)

  1. Ar pezh a dle un den ober, dlead.
    • Gra da dever — (KAB, p. 2/43.)
    • Eskibien Frañs o deus komzet holl a-unan [...] eus an dañjer bras m’eo ar sklolioù dizoue evit ar vro, hag eus an dever strizh o deus ar gerent da gas o bugale d’ar skolioù kristen. — (BUAS, p. 370.)
    • Devér pep Breihad e zou derhel start d'er brehoneg [...] — (Trivarz, Istor Breiz hag ar C'helted aboue an amzer goz betek hizio, 1910, p. 14.)[1]

  Anagramoù

  Daveoù

Roll an daveoù :