ouzhimp
Brezhoneg
Furm araogenn
Gour | Furm |
U1 | ouzhin |
U2 | ouzhit |
U3g | outañ |
U3b | outi |
L1 | ouzhimp |
L2 | ouzhoc'h |
L3 | outo, oute |
D | ouzhor |
ouzhimp /uˈzĩːm(p)/
- Furm an araogenn ouzh, displeget er c'hentañ gour lies
- — [...] : e-keit ha ma vefomp hon-fevar asambles e refomp holl evel ma karfomp, netra ne harzo ouzhimp war an douar. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 96.)
- — A ! Aotrou, sant Pêr benniget, hon ziig a zo ken kozh, ken fall, ma c'hallfe kouezhañ warnomp hepdale; dre druez ouzhimp, mar ho pefe ar vadelezh d'hen startaat ha d'hen kreskiñ un tammig ? [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 58.)
- « Kavout a ra dezhañ ez eo dizenoret hon anv. Ha gwir eo. Piv a garfe kaout stok ouzhimp hiviziken ? » — (Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 87.)
- — Sell 'ta, me 'gave din n'ez poa ket c'hoant da gaozeal ouzhimp-ni ken ! eme Harry. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 172.)
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- galleg : (fr)