paourentez
Brezhoneg
Anv-kadarn
paourentez /pɔwˈrɛnte(s)/ benel
- stad an dud paour
- He zud a veze bepred liv ar baourentez en o c'herc'henn daoust dezho labourat en-dro d'al lin e Milin Rospezh, met bez' e oant gwellañ lonkerien ar barrouz... — (Ernest ar Barzhig, Minna ha danevelloù all..., Mouladurioù Hor Yezh, 1988, p. 49.)
- Dezhañ pinvidigezh, enorioù
Din-me paourentez ha dispriz
Met 'drokfen ket evit teñzorioù
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz ! — (Añjela Duval, Anjela Duval Eil embannadur reizhet, Mignoned Anjela 2005, p. 207.)
- riv
- Me am eus paourentez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 395.)
Troioù-lavar
- fritañ paourentez : bevañ er baourentez
Krennlavar
- Paourentez n'eo ket pec'hed,
Gwell evelato tec'het — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 85.)