(Translated by https://www.hiragana.jp/)
C'hloris : diforc'h etre ar stummoù - Wikipedia Mont d’an endalc’had

C'hloris : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot Kemmet: fi:Khloris
Linenn 54: Linenn 54:
[[en:Chloris]]
[[en:Chloris]]
[[es:Cloris]]
[[es:Cloris]]
[[fi:Khloris]]
[[fr:Chloris (nymphe)]]
[[fr:Chloris (nymphe)]]
[[lt:Chloridė]]
[[lt:Chloridė]]

Stumm eus an 3 Mez 2007 da 14:06


Flora ha Zefiros, gant William Bouguereau (1875)

C'hloris (χλωρις / Khlôris e gregach) zo anv meur a blac'h e mojennoù Hellaz kozh.

E mojennoù zo e oa un nimfenn eus Inizi ar Wenvidien ( a vije Inizi Kanariez hiriv, gouez da lod), liammet hec'h anv ouzh an natur, an nevezamzer, ar bleunioù, hag an eginañ.

C'hloris ha Zefiros

Zefiros, doue an avel gornôk, a garas anezhi, he skrapas, a zimezas ganti hag a viras anezhi e barr he yaouankiz, ma roas dezhi rouantelezh ar bleuñv. E miz Mae eo e voe o c'harantez en he bleuñv ha ne ankounac'ha ket ar varzhed , pa reont anv eus tro ar bloaz hag e goulzoù-amzer, da reiñ lec'h d'an daou bried-se e lidambroug an Nevezamzer. Ur mab o doe, Karpos, un anv a dalv kement ha "frouezh" e gregach.

Gwelout a c'haller ar vetaforenn naturel-mañ: : "Zefiros... paotr an avel gornôg a zegas freskijenn ha glav e-kerzh an nevezamzer. En em unaniñ a ra gant C'hloris, doueez an diwanañ, a zeu anezhi fouezh fresk an douar. "[1]

E latin

Flora e oa hec'h anv e latin. Azeulet e veze gant ar Sabined ha ganto e voe degaset da Roma, ma veze graet lidoù dezhi da-geñver C'hoarioù Flora, pe ar Floralia, a veze lidet eus an 28 a viz Ebrel betek ar 1añ a viz Mae, kent mont da goll er IVvet kantved.

"Pa gomz e vez he diweuz o sunañ roz an nevezhañv : Chloris e oa, ha Flora on bremañ." Ovidius


C'hloris (Meliboea)

Meliboea a oa unan eus pevarzek bugel Niobe hag Amfion (anvet ivez Niobided), hag an hini nemeti eus ar vugale (pe unan eus ar re nemeto) a voe laosket e vuhez gantañ pa voe lazhet ar re all gant Artemis hag he breur gevell Apollo, evel dic'haou eus an dismeg graet gant Niobe d'o mamm Leto, pa oa bet o fougeal he doa bet bugale a-leizh, e-keit ma ne oa bet nemet daou d'an doueez.

Ken spontet e voe Meliboea gant al lazhadeg ma oa aet glaslivet he dremm, ha ma kemmas hec'h anv da vezañ C'hloris ("an hini glaslivet"). Honnezh eo an hini a zo meneget gant Homeros en Odisseia (levr 11, linennoù 281-296).

Goude e timezas da Neleus hag e voe rouanez e Pylos. Meur a vab o doe, en o zouez:

Chloris also had a son, Poriclymenus while married to Neleus, though by some accounts Poriclymenus's father was Poseidon (who was himself Neleus's father). Poseidon gave Poriclymenus the ability to transform into any animal. Other children include Taurus, Asterius, Pylaon, Deimachus, Eurybius, Phrasius, Eurymenes, Evagoras and Epilaus.

Odysseus a oa en em gavet gant C'hloris pa oa aet d'ober e dro d'an Hades (hervez Odisseia Homeros, 11, 281ff).

C'hloris (mamm Mopsus)

Dimeziñ a eure C'hloris d'an diouganer Ampyx (mab da Elatus), ha digantañ he doe ur mab, Mopsus, a voe un diouganer brudet ivez, hag a yeas da-heul an Argonaoted.

Gerdarzh

Donet a ra anv Chloris eus ar gregach Khloros a dalv kement ha "melen-glas," "glas-sklaer," "gwenn-glas" pe "fresk."

Anezhañ ez eus deuet un toullad gerioù anavezet er yezhoù europeat bras (saozneg, galleg, ha yezhoù latin) :

  1. Kyriazis, Constantine D. Eternal Greece.