Helios : diforc'h etre ar stummoù
Y-M D (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot kemmet: ast:Helios |
||
Linenn 46: | Linenn 46: | ||
{{Commonscat|Helios|Helios}} |
{{Commonscat|Helios|Helios}} |
||
[[ast: |
[[ast:Helios]] |
||
[[az:Helios]] |
[[az:Helios]] |
||
[[bg:Хелиос]] |
[[bg:Хелиос]] |
Stumm eus an 16 Her 2009 da 15:11
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5e/Alexander-Helios_Musei_Capitolini_MC732.jpg/220px-Alexander-Helios_Musei_Capitolini_MC732.jpg)
Helios (Ἥλιος Hếlios e gregach) eo skeudenn doueel an Heol, an tommder hag ar sklerijenn, e relijion Hellaz kozh. Mab eo da Hiperion ha Teia, breur eo da Selene hag Eos.
Gwragez ha bugale
- Dimezet eo gant Perseis ha meur a vab hag a verc'h dezhañ a gaver er mojennoù:
- Digant an Hesperidenn Egle en deus bet teir merc'h, ar C'harited.
- Gant an nimfenn Rodos en deus bet seizh mab, diazezerien an enez.
- Gant an Okeanidenn Klimene en deus bet seizh merc'h, an Heliadezed, hag ur mab, Faeton.
Lagad an heol
Abred e voe kemmesket gant Febus, hag Apollon. Koulskoude n'eo ket un doue meur, mevel eo da Zeus, bemdez e vez o redek etre daou benn an oabl en e garr aour, da noz e vez o tiskuizhañ e penn pellañ ar c'hornôg, en hanternoz d'an Okean, en enez ar Wenvidien.
En un taol lagad e wel kement tra a dremen war gorre an douar, hag e c'hall mont da ziskuilhañ d'an doueed. Hervez an Odisseia, eñ an hini a oa aet da gemenn da Hefaistos e veze Afrodit o chouriñ gant Ares, pe da z-Demeter eo Hades en devoa skrapet he merc'h Kore.
Saver chatal
Atav hervez an Odisseia, en doa chatal, bioù ha deñved, a veze mesaet e Trinakria e Sikilia. Pa zegouezhas Ulises eno e klevas digant e ziouganer Tiresias e oa arabat stekiñ ouzh al loened-se a oa sakr. Met e-keit ma oa o kousket e kouezhas e vartoloded war al loened d'o debriñ. Dic'haou a c'houlennas Helios digant Zeus, hag eñ da skeiñ e dan-taran ouzh lestr Ulises, ha ne chomas bev nemetañ.
Doue doujet
Aes eo Helios da anavezout abalamour d'ar bannoù-heol a vez en-dro d'e benn. alies e vez skeudennet gant e garr hag e denn-kezeg.
Doujet bras e oa helios, a c'hallje, eme tud Hellaz, paouez a sevel ma ne vije ket enoret.
Abalamour ma wele pep tra e veze touet alies en e anv: "Dre helios e touan kement-se" a dalveze "gwir eo , evel-se eo bet gwelet gant an heol".
Doue roman
E Roma e veze graet Sol eus Helios .