(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Ar c’helaoed (gelaoeg: Klau, sinaeg: 仡佬族 Gēlǎozú) a zo unan eus ar 56 minorelezh c’houenel anavezet gant Republik Pobl Sina. 438.200 ez int hag o chom e kornôg provins Guizhou emaint dreist holl. Un nebeud anezho a vev e poviñsoù Guangxi, Yunnan ha Sichuan. E Viet-Nam e kaver anezho ivez, e proviñs Hà Tuyen Taoat ez int.
D’ar familh Taiek-Kadaiek e perc’hen ar gelaoeg. N’eo mui komzet nemet gant un nebeud eus ar c’helaoed. Disheñvel an eil ouzh eben ez eo rannyezhoù gelaoek ha gant ar mandarineg e vez graet evel ul lingua franca.