(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Moskeenn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Moskeenn

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 Gen 2015 da 11:54 gant Trec'hlid mitonet (kaozeal | degasadennoù) (Ne vez ket lakaet a bennlizherennoù evit aduidi ur relijion)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Moskeenn Sultanahmet en Istanbul.

Ar voskeenn eo ar savadur relijiel en Islam.

Ul lec'h pediñ eo evit ar vuzulmaned. Bez' ez eus moskeennoù meur ma teu an imam da brezegenniñ e-kerzh lid pennañ ar sizhun (d'ar Gwener da greisteiz) ha moskeennoù bihanoc'h, ar moskeennoù-karter er c'hêrioù bras pe voskeennoù ar c'hêriadennoù. Par da ilizoù hag ilizoù-meur Europa eo perzh ar moskeennoù er bed islamek eta.

Stag ouzh pep moskeenn ez eus ur minared(-où), evel ma'z eus ur c'hloc'hdi ouzh pep iliz.
Gwechall e pinte an imam ennañ a-benn gervel ar feizidi d'ar bedenn. Hiziv an deiz e vez staliet mikrofonoù e penn ar minared, pe lakaet un enrolladenn da vont en-dro evit seveniñ ar gefridi-se.

Ar vuzulmaned a zeu diarc'hen tre er sal-bediñ, ha treiñ a reont war-du ar mihrab hag a ziskouez tu Mekka.