(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Seziz Sevastopol (1941-1942) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Seziz Sevastopol (1941-1942)

Eus Wikipedia
Stumm eus an 20 Ebr 2020 da 08:49 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù) (Pajenn krouet gant : "'''Seziz Sevastopol''', anvet ivez '''Difennerezh Sevastopol''' (rusianeg: Оборона Севастополя, Oborona Sevastopolya) pe '''Emgann Sevastopol''' (alamaneg...")
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Seziz Sevastopol, anvet ivez Difennerezh Sevastopol (rusianeg: Оборона Севастополя, Oborona Sevastopolya) pe Emgann Sevastopol (alamaneg: Schlacht um Sewastopol) a oa bet un emgann war Talbenn Reter an Eil Brezel-bed. Ar c'hampagn brezel a oa bet stourmet etre nerzhioù an Ahel (Alamagn, Roumania) enebet ouzh nerzhioù soviediz Sevastopol, ur porzh e Krimea a war ribl ar Mor Du.

D'an 22 a viz Even 1941, nerzhioù lu an Ahel o devoa aloubet URSS e-kerzh an Oberiadur brezel Barbarossa. Nerzhioù douar an Ahel a oa degouezet en Krimea e diskar-amzer 1941 hag aloubet e oa bet darn al lec'h ganto. Ne chome nemet ur pal da aloubiñ ganto hag e oa Porzh Sevastopol. Meur a wech e voe taget evit klask aloubiñ kêr e miz Here ha Du 1941. Un dagadenn veur a oa raksoñjet evit fin miz Du. Dre glaveier spontus e voe daleet d'ar 17 a viz Kerzu 1941. Renet gant Erich von Manstein, nerzhioù lu an Ahel ne oant ket deuet a-benn da aloubiñ Sevastopol e-kerzh ar c'hentañ oberiadur. An nerzhioù lu soviedat o devoa savet un dilestradenn war ledenez Krimea e miz Kerzu 1941 evit terriñ ar sez ha diduañ an Ahel diouzh o lec'hioù difenn ha tagañ. An oberiadur-brezel en doa savetaet Sevastopol, met war an hir dermen e oa bet torret rak ar penn a oa bet troc'het e reter Krimea e miz Mae 1942.