(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Jakez Perrot - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jakez Perrot

Eus Wikipedia

Jakez Perrot (27 a viz Du 1804 - 13 a viz Genver 1877) a oa ur beleg eus Bro-Leon hag en deus skrivet meur a dra e brezhoneg.

Ganet e voe e Sant-Pabu e 1804 hag anvet da gure e Rekourañs e 1829, bloavezh e velegiezh. E 1837 e voe anvet da berson Plougonvelen, e 1849 da berson Porspoder hag e 1855 da berson Taole. Eno e varvas e 1877.

Degemeret e oa bet Jakez Perrot da varzh gant Kervarker a oa e penn Breuriez Breiz , ha dezhañ an anv barzh Barzh Taole. Skridoù relijiel hag un nebeud barzhonegoù a skrivas Jakez Perrot. Brudet eo dreist-holl dre m'en deus adembannet Buhez ar Sent an aotrou Marigo, kempennet gantañ. Embannadur kentañ Buhez ar Sent kempennet gant J. Perrot a voe graet e 1846 ha meur a adembannadur a voe war-lerc'h. El levr-se e kaver "buhez meur a sant a Vreizh pere n'edont ket el levrioù Buhez ar Sent moullet a-raok", evel Goulven, Gouenoù pe Jaoua.

Troidigezh

  • Buez santez Germena Cousin, guerc'hez ha mesaerez (diwar Vie de sainte Germaine Cousin, vierge et bergère[1], 1868), J. Haslé, 1869

Notenn