(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Ercole Strozzi - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ercole Strozzi

Eus Wikipedia
Stumm eus an 30 Ebr 2022 da 19:40 gant Bianchi-Bihan (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Ercole Strozzi (1473-1508)
Maen-koun da Ercole Strozzi, muntret er "via Savonarola" e Ferrara

Ercole Strozzi (Ferrara, 2 a viz Gwengolo 1473 - 6 a viz Mezheven 1508, muntret) a oa ur barzh latin italian, mab d'ar barzh Tito Vespasiano Strozzi, kuzuliad gant Lucrezia Borgia e lez an Estensi e Ferrara.

Bez' e oa, war-lerc'h e dad, met un toullad mizioù hepken, unan eus an 12 Fur a oa barnerien Ferrara. Evel e dad dreist-holl, pe gwelloc'h eget anaoudeien zo, e skrivas sonedennoù latin.
En italianeg e skrivas ivez e doare Petrarca. E varzhoneg La caccia a skrivas en enor da Lucrezia Borgia.

Dibabet e oa bet, hag eñ kamm, evel hanterour evit kas ha degas lizheroù karantez etre Lucrezia Borgia ha mestr he c'halon, he breureg Francesco II Gonzaga.
Dimeziñ d'ar varzhez Barbara Torelli a reas.
Degemeret e veze e lez an Este, pa zimezas Alfonso Iañ d'Este da Lucrezia Borgia, ha dont a reas da vezañ he den a fiziañs.

Lazhet e voe e Ferrara gant un arsailher dianav.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]