Samzun ha Dalila (Rubens)
Samzun ha Dalila | |
Peter Paul Rubens, 1609-1610 | |
eoullivadur war lien | |
185 × 205 cm | |
National Gallery Londrez | |
Londrez | |
Samzun ha Dalila zo un daolenn gant al livour flandrezat meur Peter Paul Rubens (1577-1640). Graet eo bet etre 1609 ha 1610.
An darvoud livet
Savet eo an daolenn diwar un darvoud meneget en Testamant Kozh, istor Samzun ha Dalila (Judges 16). Orgedet eo Samzun ouzh Dalila ha kontañ a ra dezhi pelec'h emañ sekred e nerzh: en e vlev hir emañ.
Poltredet eo ar mare ma van Samzun kousket war barlenn e zousig Dalila, ha ma krog ar plac'h da droc'hañ blev an haroz. Goude-se eo aes d'ar Filistined, a welomp en tu dehou, en diadreñv, dont da gerc'hat o enebour gwanaet.
Symbolism
Er c'hustod a-dreñv Dalila e weler delwenn Gwener, doueez ar garantez, hag he mab Kupidon, da skeudenniñ planedenn ar paourkaezh Samzun.
Ar vaouez kozh e-kichen n'eus ket meneg anezhi er Bibl. Hi an hini he deus graet bazhvalan marteze. Gallout a ra ivez aroueziañ dazont Dalila.
Perc'henned
Urzhiet e oa bet an daoolenn gant Nicolaas Rockox, alderman of Antwerp, Belgia, da lakaat en e di.
Pa varvas Rockox e 1640 e voe gwerzhet, eventually forming part of the Liechtenstein Collection in Vienna, Austria, in the eighteenth century, along with another Rubens masterpiece, Massacre of the Innocents.
Gwerzhet e voe an daolenn e 1980 e Christies, prenet gant National Gallery Londrez, evit $5 milion. Eno e c'haller he gwelout.
Pe livour
Un tamm arvar zo bet diwar-benn piv e oa an hini en devoa livet an daolenn, Rubens pe unan all. [1] [2] [3]