(Translated by https://www.hiragana.jp/)
C'hloris - Wikipedia Mont d’an endalc’had

C'hloris

Eus Wikipedia


Flora ha Zefiros, gant William Bouguereau (1875)

C'hloris (χλωρις / Khlôris e gregach) zo anv meur a blac'h e mojennoù Hellaz kozh.

E mojennoù zo e oa un nimfenn eus Inizi ar Wenvidien ( a vije Inizi Kanariez hiriv, gouez da lod), liammet hec'h anv ouzh an natur, an nevezamzer, ar bleunioù, hag an eginañ.

C'hloris ha Zefiros

Zefiros, doue an avel gornôk, a garas anezhi, he skrapas, a zimezas ganti hag a viras anezhi e barr he yaouankiz, ma roas dezhi rouantelezh ar bleuñv. E miz Mae eo e voe o c'harantez en he bleuñv ha ne ankounac'ha ket ar varzhed , pa reont anv eus tro ar bloaz hag e goulzoù-amzer, da reiñ lec'h d'an daou bried-se e lidambroug an Nevezamzer. Ur mab o doe, Karpos, un anv a dalv kement ha "frouezh" e gregach.

Gwelout a c'haller ar vetaforenn naturel-mañ: : "Zefiros... paotr an avel gornôg a zegas freskijenn ha glav e-kerzh an nevezamzer. En em unaniñ a ra gant C'hloris, doueez an diwanañ, a zeu anezhi fouezh fresk an douar. "[1]

E latin

Flora e oa hec'h anv e latin. Azeulet e veze gant ar Sabined ha ganto e voe degaset da Roma, ma veze graet lidoù dezhi da-geñver C'hoarioù Flora, pe ar Floralia, a veze lidet eus an 28 a viz Ebrel betek ar 1añ a viz Mae, kent mont da goll er IVvet kantved.

"Pa gomz e vez he diweuz o sunañ roz an nevezhañv: Chloris e oa, ha Flora on bremañ." Ovidius.

C'hloris (Meliboea)

Meliboea a oa unan eus pevarzek bugel Niobe hag Amfion (anvet ivez Niobided), hag an hini nemeti eus ar vugale (pe unan eus ar re nemeto) a voe laosket e vuhez gantañ pa voe lazhet ar re all gant Artemis hag he breur gevell Apollon, evel dic'haou eus an dismeg graet gant Niobe d'o mamm Leto, pa oa bet o fougeal he doa bet bugale a-leizh, e-keit ma ne oa bet nemet daou d'an doueez.

Ken spontet e voe Meliboea gant al lazhadeg ma oa aet glaslivet he dremm, ha ma kemmas hec'h anv da vezañ C'hloris ("an hini glaslivet"). Honnezh eo an hini a zo meneget gant Homeros en Odisseia (levr 11, linennoù 281-296).

Goude e timezas da Neleus hag e voe rouanez e Pylos. Meur a vab o doe, en o zouez:

Ur mab he doe C'hloris ivez, Poriclymenus e anv, pa oa dimezet gant Neleus, met hervez doareoù all eus ar vojenn eo Poseidon an hini a oa tad da Poriclymenus (ha tad da Neleus ivez). Poseidon a roas da Poriclymenus ar galloud da dreiñ e kement loen a gare. Bugale all he doe, anaout a reer: Taurus, Asterius, Pylaon, Deimachus, Eurybius, Phrasius, Eurymenes, Evagoras hagEpilaus.

Odysseus a oa en em gavet gant C'hloris pa oa aet d'ober e dro d'an Hades (hervez Odisseia Homeros, 11, 281ff).

C'hloris (mamm Mopsos)

Dimeziñ a eure C'hloris d'an diouganer Ampyx (mab da Elatus), ha digantañ he doe ur mab, Mopsos, a voe un diouganer brudet ivez, hag a yeas da-heul an Argonaoted.

Gerdarzh

Donet a ra anv Chloris eus ar gregach Khloros a dalv kement ha "melen-glas," "glas-sklaer," "gwenn-glas" pe "fresk".

Anezhañ ez eus deuet un toullad gerioù anavezet er yezhoù europeat bras (saozneg, galleg, ha yezhoù latin) :

  1. Kyriazis, Constantine D. Eternal Greece.