(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Klingoneg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Klingoneg

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Ur yezh savet a-ratozh evit "Star Trek" eo ar c'hlingoneg (tlhIngan Hol e klingoneg, distagadur fonetikel: /t͡ɬɪˈŋɑn xol/). Komzet e vez gant ezdouaridi "Klingon". Savet eo bet gant Mark Okrand evit Paramount Pictures.

Klasket en deus an doktor d'Armond Speers, ur yezhoniour amerikan, kelenn ar yezh-se d'e vab war un dro gant ar saozneg. Mont a rae e lingonek outañ tra ma komze e vaouez e saozneg ouzh ar bugel. Goude un nebeud bloavezhioù e tisplije d'ar bugel komz klingoneg hag e veze gwell gantañ komz saozneg. Ar fed ma c'halle komz saozneg gant kalz muioc'h a dud hag an diouer a c'heriaoueg e klingoneg, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol", a gontas kalz. Pa zeuas da vezañ koshoc'h e nac'has ar bugel komz klingoneg hag e paouezas an taol arnod[1].


Lizherenneg

Ent-ofisiel eo gant lizherennoù latin e vez skrivet ar c’hlingoneg, met kavet e vez ivez ul lizherenneg ispisial.

KLI pIqaD


Liammoù


Notennoù

  1. Gavin Edwards: Babble On Revisited, Wired Magazine, Issue 7.08, August 1999