(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Tenzin Gyatso - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tenzin Gyatso

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Tenzin Gyatso, ar 14vet Dalai Lama, e 2012

Jetsun Jamphel Ngawang Lobsang Yeshe Tenzin Gyatso, anavezet evel Tenzin Gyatso (anv ganedigezh : Lhamo Döndrub; tibeteg: ལྷ་མོ་དོན་འགྲུབ་), ganet d'ar 6 a viz Gouere 1935 e proviñs Amdo e Tibet, eo ar 14{{vet]] Dalai Lama, war-lerc'h Thubten Gyatso. An Dalai Lama eo bleiner speredel Tibetiz hag uhelañ kelenner ar skol Gelug, ur skourr eus ar voudaegezh e Tibet. Emañ o vevañ en harlu e Dharamsala, en India. Tapet en doa ar Priz Nobel evit ar Peoc'h e 1989. Eñ eo ar manac'h boudaat anavezetañ er bed. Nac'h a ra gouarnamant Republik Pobl Sina outañ ar gwir da gomz en anv Tibetiz.

Ganet e voe Tenzin Gyatso en ur familh 16 a vugale, war ar maez e kêriadenn Taktser, e proviñs Amdo (bremañ proviñs Qinghai). An tibeteg e oa e yezh kentañ. Daou vloaz goude e c'hanedigezh, e 1937, e voe embannet e oa-eñ tulku (da lavaret eo adenkorfadur) an 13vet Dalai Lama, Thubten Gyatso. Kadarnet e voe kement-se d'an 22 a viz C’hwevrer 1940 ha stagañ a reas gant e garg evel Dalai Lama d'ar 17 a viz Du 1950, pa oa pemzek vloaz, ha dont evel-se da vezañ rener relijiel ha politikel ar vro. Kement-se a c'hoarvezas miz war-lerc'h ma oa bet aloubet Tibet gant Arme Dieubidigezh Pobl Sina.

Rankout a reas sinañ an Emglev 17 Kraf war "dieubidigezh Tibet" gant Sinaiz e 1951, ha goude c'hwitadenn emsavadeg 1959 e tec'has diouzh Tibet da India. Eno e kavas repu e Dharamsala, en Himachal Pradesh, ma voe savet ur gouarnamant tibetat en harlu hag ur velestradurezh evit plediñ gant ezhommoù an holl Dibetiz harluet.

Alese eo bet ar 14vet Dalai Lama o veajiñ dre ar bed a-bezh ha gouestlet en deus e vuhez da zifenn krog Tibet ha da astenn kelennadurezh ar voudaegezh.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.