Studioù klasel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar studioù klasel, diwar hengoun skolioù-meur ar C'hornôg, eo studi ar yezh, al lennegezh, an istor, an arz hag elfennoù all eus bed kreizdouarel an Henamzer, Henc'hres hag Henroma peurgetket e-korf ar maread a vez graet an Henamzer klasel anezhañ. A-wechoù e tave ar studioù klasel d'an holl destennoù skrivet er mare-se. Gwechall e veze implijet "ober e glasoù" evit studiañ an henlizhiri pe "al lennegezh klasel", anv roet ivez da "eil glas" e liseoù Bro-C'hall ("classe des humanités"). Graet e vez an humanourien eus ar re a ra studioù klasel.
Iskelennoù ar studioù klasel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ledan eo dachenn ar c'hlasoù hag e ya war ledanaat pa ya ouzhpenn bed kozh ar Gresianed hag ar Romaned evit goleiñ Norzhafrika kozh ha ar Reter-Nesañ kozh.
A-raok an [[XXvet kantved]] e veze studiet kalz ar filologiezh, da lavaret eo studiañ an testennoù kozh stank-ha-stank. Ne c'heller ket chom hep ober gant ar c'helenn-se, met klasket e vez muioc'h-miuañ mont pelloc'h eget kompren mat ar yezhoù gresian ha roman ha desachañ an talvoudegezhioù hag ar stuzegezh a ya asamblez ganto. Ouzhpenn-se e tlee ar glaselerien studiañ yezhoù all evel ar sañskriteg, al linenneg A, al linneneg B, an hebraeg, an oskeg, sevenadur an Etrusked ha meur a draoù all.
A-raok ma vo kavet ar voullerezh e veze eilet an testennoù klasel e meur a stummoù un tammig disheñvel. Bremañ e klask ar glaselerien bodañ anezho (e diazezoù-stlenn, da skouer) ha klask sevel an doare kenstagañ.
Harpet eo diorren ar c'hlasoù gant hini an arkeologiezh pa vez kavet traezennoù a lak da gompren e peseurt endro e veve ar re o deus skrivet al lennnegezh klasel. Ouzhpenn ar furchadennoù kroget e Gres, Italia, Egipt ha Mezopotamia a-gozh e vez graet muioc'h-muiañ a enklaskoù e Anatolia, Iran, Afghanistan, Norzhafrika ha Rusia.
P'eo bet gwelet gant an Europiz an arz gresian-ha-roman evel unan eus ar re wellañ a zo bet er bed e vez-eñ studiet kalz gant istorourien an arz. Chom a ra studi an arz klasel ur c'helenn a-bouez pa vez levezonet an arz a-vremañ gantañ c'hoazh.
Sevenadur hag istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma teu muioc'h-miuañ a ditouroù war ar bed klasel diwar an holl gelennoù a zo bet meneget a-us ez eus toulloù bras evit sevel danevelloù klok sevenadurioù an Henamzer. Digempouez eo an anaoudegezhioù pa n'eus kalz a dtraoù diwar-benn ar maouezed, an dud vunut, ar sklaved hag tud all.
Ouzhpenn e vank titouroù war sevenadurioù a-bezh evel hini keoded gresian Sparta ha n'eus ket kalz a draoù chomet war he lerc'h nag el lennegezh nag en natur. Gwashoc'h c'hoazh e teu an nebeut ditouroù a zo chomet digant o enebourien douet, an Ateniz. Kazi memestra eo evit an Etrusked p'en deus ar Romaned goloet pe distrujet o oberoù.
Prederouriezh an Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwriziennet eo prederouriezh ar C'hornôg e-barzh studi ar c'hlasoù. Koulskoude, ar ger gresianeg philosophia (implijet gant Pythagoras evit "karantez evit an anaoudegezh" a zo bet kemmet e ster da "preder uhel" hag e studi. (Sell ouzh brezhoneg filosofiezh, galleg philosophie, saozneg philosophy...). Studiet e vez kalz testennoù ar brederourien glasel, en o zouezh, ar re bouezusañ evel Sokrates, Platon, Aristoteles, ar Stoikeien hag ar Ginekeienn.
Istor ar c'hlasoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra klasoù (ha klas) eus an anv-gwan latin "classicus" a dalveze evit ar geodederien roman eus ar c'hlasoù sokial uhelañ. Pellec'h eo deuet ar ger classicus (klasel) da dalvezout uhelegezh, aotrouniezh ha peurvad erfin.
Ar ger classicus a zo bet kavet e "Noctes Atticae" (19, 8 15) gant Aulus Gellus er frazenn classicus scriptor, non proletarius hag e soñje da live an tailhoù evit ar skriverien (ha ne oant ket skrivagnerien).
Ar Gresianed kozh o doa savet un doare all evit renkañ an oberennoù sevenadurel. Ober a raent gant ar ger kanon (reolenn ar c'halvez e oa, evit gwir) evit an oberennoù gwellañ. Pelloc'h e oa addimplijet gant Tadoù an Iliz kristen evit dibab levrioù da vezañ degemeret er Testamant nevez. Dre-se e oe miret an testennoù kanonel ha meur a destenn gresianeg kozh all, lakaet ar ger kanon warno, pa oa dibaboù strizh d'ober er mare ma oa koustus-tre eilañ anezho dre dorn war ar paper velin pe war ar papiruzoù.
Reolenn Filon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit heñchañ ar studioù e implije ar skrivagnerien hag ar brederourien glasel eus Homer da Dadoù an Iliz kristen reolenn displeget gant ar prederour Filon : "μεταχαραττε
Deskadurezh ha desavadurezh klasel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe ar Grennamzer betek hanterenngentañ an XXvet kantved e veze gwelet an deskadurezh klasel evel an hini gwellañ evit kas an dud d'an dreistelezh er vuhezegezh (arete e gresianeg) ha stummañ keodederien a-zoare prest evit kemer perzh da oberioù ar vegenn.
Diwar studi ar c'hlasoù e veze, sañset, roet un hentenn evit kompren ar bed ha kavout alc'hwezioù ar c'haerder diwar an hini gaerrañ eus ar pezh a oa bet lavaret ha prederiet er bed a-bezh.
Kikero en doa lavaret dija "An holl lennegezh, an holl skridoù-arnod prederouriezh, holl mouezhioù an amzer tremenet a degas meur a skouer da drevezañ hag int a vije bet chomet en noz, ma ne vije ket deuet gouloù al lennegezh evit o adsevel".
Klaselerien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a glaseler en deus kavet un hent e tachennoù all eget ar studioù klasel
- Karl Marx, prederour rik ha prederour politikel, tapet an doktorelezh war ar studioù klasel diwar e dezenn "An diforc'h e-keñver prederouriezh an Natur a weler dindan pluenn Demokrites hag hini Epikur". Dindan levezon e studioù klasel e tibabas Marx ar ger "proletariat", goveliet diwar proletarius, an den izelañ e statud er gevredigezh roman
- Friedrich Nietzsche, prederour, doktor ha kelenner war ar c'hlasoù e Skol-Veur Basel e Swiss.
- Oscar Wilde, saver pezhioù-c'hoari ha romantour e fin an [[XIXvet kantved]], stummet e Trinity College (Dublin) ha Magdalen College (Oxford)
- John Ronald Reuel Tolkien, skrivagner, oberour Aotrou ar Gwalennoù. Desket al latin gant e vamm ken e lenne ar yezh dija pa oa 4.
- Toni Morrison, skrivagner, tapet ar Priz Nobel gantañ, en deus studiet ar c'hlasoù e Howard University
- Charles Geschke, diazezer Adobe Systems, en deus studiet ar c'hlasoù e Xavier University
- Ted Turner, embreger bras er mediaoù, en deus studiet ar c'hlasoù e Brown University ha eñ skarzhet erfin.
- J.K. Rowling, oberourez an heuliadenn Harry Potter en deus studiet ar c'hlasoù hag e vezkavet meur a ger klasel en he levrioù. Kentañ levr Harry Potter a zo bet troet e latin koulz hag e gresianeg kozh