(Translated by https://www.hiragana.jp/)
.40 S&W - Wikipedia Mont d’an endalc’had

.40 S&W

Eus Wikipedia
.40 S&W
Skeudenn ar pennad .40 S&W

A gleiz da zehou : kartouchennoù 9 mm Parabellum, .40 S&W, 10 mm Auto ha .45 ACP
Doare
Kalibr .40
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Bloavezh krouidigezh 1990
Muzulioù
Ø bannadell 10,2 mm (.400)
Ø kolier 10,7 mm
Ø stagell an douilhez 10,8 mm
Ø korf an douilhez 10,8 mm
Ø strad 10,8 mm
Hirder an douilhez 21,6 mm
Hirder ar gartouchenn 28,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7,45 - 12,85 g
Tizh o vont e-maez V0 320 - 430 m/s
Energiezh ar vannadell 628 - 797 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .40 S&W (pe 10,2 × 22 mm) zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet e 1990 gant an embregerezhioù stadunanat Smith & Wesson ha Winchester. O fal e oa pourvezañ polis o bro gant kartouchennoù uhel o galloud-herzel met aesoc'h da implijout ha bihanoc'h evit ar .45 ACP.

Ganet e oa ar goulenn evit ur munision nevez goude fuzuilhadeg 1986 e Miami, e-lec'h ma voe lazhet daou ezel eus an FBI. An ajañs stadunanat a grogas neuze da amprouiñ munisionoù nevez evel an 9 mm Parabellum hag ar .45 ACP evit implijout anezhe e pistolennoù, pa raent betek-neuze gant revolverioù izel o endalc'h ha kambret e .357 Magnum[1]. Tamm-ha-tamm e tostaas an FBI ouzh Smith & Wesson evit sevel ur munision nevez a gordje gant o c'hoantoù. Krouet e voe an .40 S&W diwar o labour[2]. Bremañ e vez implijet ar c'halibr-mañ gant nerzhioù-surentez a bep seurt er Stadoù-Unanet hag e Kanada, Brazil hag Aostralia. Kalz pistolennoù a-vremañ a ginnig stummoù kambret evitañ.

  1. (en) SAVAGE Michael, .40 Caliber, war LynxDefense.com, 03/02/2024 (lennet d'an 22/08/2024)
  2. (en) TAFFIN John, The 40 S&W, war Six Guns, diellet (lennet d'an 22/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan