11 Mae
Neuz
(Adkaset eus 11 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 330 : Kergustentin (anavezet betek-henn dindan an anv Bizantion) a zeu da vezañ kêr-benn Impalaeriezh roman ar Reter.
- 1860 : dilestrañ a ra Giuseppe Garibaldi gant mil eus e zalc’hidi e Sikilia.
- 1867 : dizalc’hiezh Luksembourg.
- 1913 : dioueliañ a reer ur monumant e Conlie, e koun ar soudarded vreton marvet eno e-pad ar Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia e 1870-1871.
- 1945 : kodianañ a ra soudarded alaman Sankenn Sant-Nazer e Bolvronn ; dieubet eo Sant-Nazer, ar gêr diwezhañ dieubet en Europa.
- 1960 :
- lakaet ar bilulenn hilastaliñ war ar marc’had.
- e Sant-Nazer eo moret al lestr France, ar mordreizher brasañ er bed.
- 1965 : dibenn filmañ Help! gant ar filmaozer amerikan Richard Lester hag ar strollad The Beatles evel aktourien.
- 1987 : deroù prosez Klaus Barbie e Lyon.
- 1994 : Silvio Berlusconi anvet e penn gouarnamant Italia.
- 1997 : evit ar wech kentañ, trec’h un urzhiataer a-enep un den (Garry Kasparov) en ur c’hoari echedoù.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1414 : Frañsez Iañ (dug Breizh).
- 1801 : Henri Labrouste, savour tiez gall.
- 1857 : Sergei Aleksandrovitch, dug-meur Rusia.
- 1894 : Anton Mussert, politikour faskour eus an Izelvroioù.
- 1904 : Salvador Dali, livour katalan.
- 1905 : Pedro Petrone Schiavone, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 1921 : Michel Phlipponneau, douaroniour ha politikour breizhat.
- 1930 : Edsger Dijkstra, jedoniour izelvroat.
- 1952 : Renaud, kanour gall.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1304 : Mahmud Ghazan, roue mongol.
- 1696 : Jean de la Bruyère, skrivagner ha buhezegour gall.
- 1778 : William Pitt an Henañ, den-stad saoz ha kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 1811 : Alan Dumoulin, yezhadurour brezhoneg.
- 1857 : Eugène-François Vidocq, torfedour, poliser ha skrivagner gall.
- 1859 : Karl Hoffmann, mezeg ha naturour alaman.
- 1883 :
- Alan-Vari Drezen, skrivagner brezhonek.
- Juliette Drouet, komedianez c'hall, gwreg kleiz Victor Hugo hogos 50 vloaz-pad.
- 1966 : Pierre Gillet, maer Sant-Yann-Brevele, kuzulier-departamant ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed.
- 1971 : Seán Lemass, prezidant Republik Iwerzhon.
- 1981 : Bob Marley, kaner-sonaozer reggae Jamaikan.
- 1996 : Ademir, melldroader etrebroadel brazilian.
- 2001 : Douglas Adams, skrivagner saoznek.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deiziadur roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- V ante idus Maias / Lemuria 2 = Vt deiz kent Idus Mae / Eil gouel an Anaon
Deiziadur kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]war ar stern
- en ilizoù ortodoks :
- Kirill ha Methodios, abostoled ar Slaved ha krouerien ul lizherenneg c'hlagolitek, orin al lizherenneg kirillek.
e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant Tudi