30 Ebrel
Neuz
(Adkaset eus 30 a viz Ebrel)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 711 : da-heul Tariq ibn Ziyad ha Musa ibn Nusayr e tilestr un armead tud eus ar Maghreb e Jibraltar ha kregiñ a ra aloubadeg al ledenez iberek gant ar Vuzulmaned.
- 1789 : krouidigezh ar C'hleub breton e tavarn Amaury e Versailles ; George Washington a zeu da vezañ kentañ prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1803 : gant ar Stadoù Unanet eo prenet Louiziana digant Frañs, e 15 milion a zollaroù.
- 1897 : gant ar fizikour saoz Joseph John Thomson eo dizoloet an elektron.
- 1907 : kroget eo da sevel labouradeg boued-mir Jean Hénaff, e Pouldreuzig.
- 1939 : Franklin D. Roosevelt eo ar prezidant amerikan kentañ o’n em ziskouez er skinwel.
- 1945 : en em lazhañ a ra Adolf Hitler hag Eva Braun e Berlin.
- 1975 : kemeret eo Saigon gant nerzhioù Talbenn Broadel Dieubidigezh Vietnam. Dibenn Brezel Vietnam.
- 2010 : o vezañ trec'h 2-0 war Teurgn FK e pign Stad Brest 29 e rummad kentañ kampionad mell-droad Frañs, naontek vloaz goude bezañ kuitaet al live-se, Aleks Dupont e c'hourdoner.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1309 : Kazimir III (Polonia), roue Polonia eus 1333 betek e varv.
- 1848 : Eugène Simon, araknidour hag evnoniour gall.
- 1883 : Jaroslav Hašek, skrivagner tchekek.
- 1902 : Peregrino Anselmo, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
- 1931 : José Tonoli, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1946 : ar roue Carl XVI Gustaf a Sveden.
- 1956 : Lars von Trier, filmaozer dan.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1341 : Yann III, dug Breizh ha kont Richmond, aet da benn ar vro e 1312.
- 1883 : Édouard Manet, livour gall.
- 1889 : Ignác Kolisch, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour ha kenwerzhour hungarat.
- 1915 : Charles Walter De Vis, den-a-iliz ha loenoniour saoz.
- 1943 : Otto Jespersen, yezhoniour dan.
- 1945 : Adolf Hitler (emlazh).
- 1967 : Jef Le Penven, sonaozour breizhat.
- 1975 : Gen Paul, arzour gall.
- 1986 : Pol Rolland-Gwalc'h, skrivagner ha troour brezhonek.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deiziadur kelt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- [Beltain]]
Deiziadur roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pridie calendas Maias / Acca Larentia / Florae Ludi III = Deiz diwezhañ kent In Mae / Acca Larentia (displegadenn da zont) / Trivet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora.
Deiziadur kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breizh : Santez Onenn.
- Europa : Nozvezh Walpurgis, Sankt Walpurgisnacht "Nozvezh sant Walburga" pe Hexenbrennen "Devadur ar sorserezed" en alamaneg ; en nozvezh etre an 30 a viz Ebrel hag ar 1añ a viz Mae e vez lidet, da zerc'hent gouel ar sant brudet evit bout stourmet ouzh ar sorserezh. Berzet eo bet gant an Iliz, met lidet e vez koulskoude evel donedigezh ar gouloù ha deroù an hañv.
Deiziadurioù brodadel hag etrevroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skandinavia : nozvezh Walpurgis, da lidañ donedigezh an nevezamzer.
- Izelvroioù : Devezh ar Rouanez.
- Vietnam : Devezh an Dieubidigezh.