(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Allgemeine SS - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Allgemeine SS

Eus Wikipedia

An Allgemeine SS ( e brezhoneg: "General SS") a oa ur skourr a bouez eus nerzhioù ar Schutzstaffel (SS) en Trede Reich ha meret e veze gant an SS-Hauptamt (burev pennañ an SS). An Allgemeine SS a voe savet e fin ar bloaz 1934 d'en em ziforc'hiñ diouzh an SS-Verfügungstruppe ("bagadoù diere an SS"), hag a zeuas da vout ar Waffen-SS, hag an SS-Totenkopfverbände ("unvez penn-marv an SS"), ar re e karg eus ar c'hampoù-bac'h hag ar c'hampoù-diouennañ.

Unvezioù nevez an Allgemeine SS a voe savet er broioù aloubet. A-c'houde 1940 e voent lakaet dindan urzh ar Germanic SS. Pa grogas ar brezel e veze kavet ar braz ag an izili SS en Allgemeine SS, hogen ar Waffen-SS a gemmas ar c'henfeurioù oc'h aotreañ ar c'hermaned estren hag an angermaned da vout degemeret ennañ.