Alvokad
Un alvokad zo ur gwiraour a vicher frank enfredet da zifenn, da skoazellañ, da guzuliañ ha da gomz en anv e glianted dirak al lez-varn. E Bro-C'hall, enskrivet eo war roll urzh an alvokaded (pe vreutaouriezh) staliet e pep lez-varn ensav meur[1].
Studioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a hentenn a zo a-benn dont da vezañ alvokad. Ret eo kaout d’an nebeutañ ur vachelouriezh heuliet gant ur vestroniezh (master) war ar gwir evit gellout bezañ degemeret e kreizenn rannvroel stummañ alvokidi (CRFPA).
Gallout a reer ivez tremen dre Sciences Po, en ur spisaat e studioù war ar breutaerezh. A-benn prientiñ an diplom dibar (CAPA) e vez graet ur bloavezh kentelioù teorikel. Evit lakaat e ouiziegezh da dalvezout e vez goulennet gant an danvez-alvokad ober ur staj e-pad 18 miz e ti unan a vicher. Ur wech ma 'z eo prest an deskard, e tou dirak al lez-varn galv (cour d'appel) hag enskrivet en ur vreutaererezh. 181 a zo e Bro-C’hall a-bezh.
D’ar 1añ a viz Genver 2005 e oa bet niveret 43977 alvokad e Bro-C’hall ; 47% anezho a oa neuze, hag a zo c’hoazh, maouezed.
Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gopr krenn un alvokad a zo 5 000 € bep miz. Digempouez da vat eo abalamour ma c’hall un alvokad gounit kalz (380 000 € eo gopr uhelañ Frañs) pe nebeut-tre, war-goll memes, evel 8% eus alvokidi Frañs.
Perzhioù goulennet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit bezañ en e aez pa vezer alvokad ez eo ret bezañ tuet war al labour, bezañ gouest da ezteurel e soñjoù en un doare sklaer dre gomz ha dre skrid, bezañ desket-kaer, resis, krak-ha-berr, faltazius a-wechoù, emren, kaout ur spered kenaozañ ha gouzout selaou an dud all.
Aozadur ar justis e Bro-C’hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disrannet eo ar justis e div lodenn : an urzh barnerezhel hag an urzh velestradurel.
Urzh barnerezhel | Urzh velestradurel |
---|---|
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M’ho peus c’hoant da gaout resisadurioù diwar tra pe dra a-zivout ar Justis, ha ma vefe evit bezañ kelaouet pe evit ur vicher war ar Gwir, e c’hellit mont da sellet ouzh lec’hienn Ministrerezh ar Justis: http://www.justice.gouv.fr.