(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Anvonerezh elektronek - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Anvonerezh elektronek

Eus Wikipedia
anvonerezh elektronek
servij war internet, tachenn studi, field of study
Iskevrennad eusservij war internet, Lizher, digital media, Rasha, telecommunications application Kemmañ
Rann eusInternet Kemmañ
Anvet diwarmail Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1971 Kemmañ
IstorQ16097010 Kemmañ
A implijblind carbon copy, carbon copy Kemmañ
Digital equivalent ofmail Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/email Kemmañ
Arouezenn Unicode📧 Kemmañ

An anvonerezh elektronek, pe "mesajerezh elektronek", a zo ur gwazadur stlennegel arveret war ar Genrouedad hag a gevaraez ur c'haser (un dehaezer) da gas ur c'hannad elektronek pe postel ("e-mail" e saozneg) da unan pe lies pakerien (dehaezadourien).

Ijinet e oa bet ar mod-se da gehentiñ e 1972 gant Ray Tomlinson.

Eeun-tre e vez implij an anvonerezh elektronek. Setu perak eo deut da vezañ unan eus ar gwazadurioù muiañ arveret war ar Genrouedad. Ne vez ken nemet anavezout "chomlec'h" ar paker evit gellout kas dezhañ ur postel evel ma vez graet pa gaser ur c'hannad paper gant ar servij post publik. Hogen gant ar gwazadur elektronek, e c'heller kas ur postel da lies pakerien war un dro hag an treuzkas a vez herrek-tre. Ouzhpenn, ne goust ar c'has nemet ar c'hennaskañ ouzh ar Genrouedad (koust bloc'hel evit ar c'hennaskañ gant ar pourchaser haeziñ).

Chomlec'h elektronek pe enneg anvonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prenestr an arval anvonerezh Mozilla Thunderbird da skrivañ posteloù

Stumm an ennegoù anvonerezh a zo koubladoù rannet gant an nod "@", da skouer :

arveriad@domani

An rann en tu dehoù a zo anv an domani eo an arveriad, war an tu kleiz, ezel ennañ. Da bep domani e vez unan pe lies dafariad anvonerezh hag a glot outañ.

255 nod uc'hek e c'hell un enneg anvonerezh kaout ennañ hag ar re-se a-seurt gant :

  • Lizhiri bihan eus a da z,
  • Sifrennoù,
  • Nodoù ".", "_", "-",

Da skouer :

yann.hagegazeg@penn-ar-bed.bzh

Arc'hwelañ (mont en-dro) an anvonerezh elektronek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez kaset ur postel e vez treanket anezhañ eus un dafariad (pe servijer) d'unan all betek tizhout hini ar paker. Eleze e vez kaset ar postel d'un dafariad anvonerezh karget eus an treuzkas betek dafariad ar paker karget eus an treuzkas. Graet e vez MTA (Mail transport Agent) eus an dafariadoù-se. Gant ar c'homenad kehentiñ SMTP eo e vez an MTAoù oc'h arc'hwelañ, setu perak e vez graet anezhe dafariadoù SMTP.

MTA ar paker, goude bezañ degemeret ar postel, a dreuzkas anezhañ betek dafariad anvonerezh ebarzhiñ ar paker (MDA - Mail Delivery Agent). Gant hemañ e vez kadavet ar postel ken e vo an arveriad o tont d'e sevel. Ar sevel postel e vez efedet gant daou gomenad :

  • POP 3 (Post Office Protocol) a ro al lank da sevel ar c'hannad o lezel un eilad war an dafariad mar bez ezhomm.
  • IMAP (Internet Access Message Protocol) a ginnig muioc'h a c'hallusterioù eget POP 3, da skouer ar goubredañ ("synchonisation") stad ar c'hannadoù (lennet, dilamet, dilec'hiet) etre meur a arval (klient) anvonerezh. Evit hen ober e vez kadavet un eilad eus pep kannad war an dafariad.
Pennaenn treuzkas ar posteloù
Pennaenn treuzkas ar posteloù

Pezh a c'heller lavaret dre beuzheñvelder eo an MTAoù evel an tier-post (burev ha poster evit an treuzkas), an MDAoù evel ar boestoù lizhiri hag an arvaloù anvonerezh e c'heller keñveriañ evel-just ouzh reseverien al lizhiri.

Gant ur meziant arbennik anvet MUA (Mail User Agent) e vez graet ar sevel. Pa vez staliet ouzh hanva (stasion) an arveriad an MUA e reer arval anvonerezh dioutañ. Meur a hini 'zo evel da skouer :

  • Mozilla Thunderbird
  • Microsoft Outlook
  • Lotus Notes .....

A-wechoù e vez MUAoù ha n'int nemet ketalioù pe etrefasioù Web evit kennaskañ ouzh an dafariad posteloù ebarzhiñ ha neuze e reer Webmail eus an MUAoù-se.

Evit herzel ouzh pep hini da vont da lenn posteloù ar re all e vez gwarezet haeziñ d'an dafariad MDA gant un naoudi ("login" e saozneg) hag ur ger tremen ("password" e saozneg) deverket da bep arveriad aotreet. Hogen arabat en em hennadiñ evit kas posteloù.

Maeziennoù ar postel elektronek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maeziennoù 'zo da leuniañ pa vez kaset ur postel :

  • A-berzh (From) : ho "chomlec'h" elektronek a lakait aze. Peurvuiañ e vez leuniet ent-emgefreek ar vaezienn-mañ gant an arval anvonerezh.
  • Da (To) : "chomlec'h" elektronek ar paker.
  • Amkan (pe Danvez) (Subject) : titl ar postel a vo gwelet gant ar paker a vez meneget amañ.
  • Eg (Eilad glaou, pe Eilenn Gelaouiñ (ek) (Ofis ar Brezhoneg) - Carbon copy - Cc) : amañ e c'hellit menegiñ ennegoù pakerien ho pefe c'hoant da gas ar postel dezhe ouzhpenn war un dro gant an hini kentañ.
  • Egd (Eilad glaou diwelus, pe Eilenn Karbon Kuzh (ekk) (Ofis ar Brezhoneg) - Blind carbone copy - Bcc) : heñvel eo ouzh an Eg nemet ne vo ket gwellet listenn ar pakerien arall gant pep paker.
  • Kannad (pe Kemennad) : korf ar postel eo.

Arc'hweloù arall a c'hellit ober gante da skouer :

  • Pezhioù stag (pe restr stag : gallout a reer stagañ ur restr ouzh ur postel o venegiñ he lec'h war ar gantenn galet.
  • Sinadur : gallout a reer ivez ouzhpennañ e dibenn testenn ar postel ur sinadur, eleze un destenn verr a c'heller gwelet e dibenn pep postel kaset gant an arveriad.