(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Armerzh Mec'hiko - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Armerzh Mec'hiko

Eus Wikipedia

Kevanstrolloù an armerzh meurgantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

PDK 2005 : 1006 miliard a zollaroù (brasjedadenn)
PDK / annezad : 9600 dollar

Mammenn : AKDA - Roll ar broioù dre PDK


Tireoul ha gaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar prezidant Lazaro Cardenas a vroadel an tireoul d’an 18 a viz Meurzh 1938
  • Tireoul : E Stadoù Veracruz, Tabasco, Chiapas ha Campeche emañ an eoulvaezioù dreist-holl (70% eus ar c’horvoerezh broadel). Abaoe gouarnamant ar prezidant Lazaro Cardenas a zivizas broadelañ an tireoul, emañ gant ar gompagnunezh stad Pemex an unpiaou war korvoadur, produadur, treuzdougen ha kenwerzh an tireoul e Mec’hiko. 5vet produer tireoul ar bed eo Mec’hiko, hag an 9vet ezporzhier. Holl ezporzhiadurioù tireoul Mec’hiko, pe dost, a ya d’ar Stadoù-Unanet, ha Mec’hiko eo an trede pourvezer anezho. Koulskoude, gant an eoulvaez pennañ, Cantarell, o vont war e ziskar, e c’haller soñjal e tigresko produerezh ar vro er bloavezhioù a zeu ha gwall nec’het eo ar gouarnamant gant se.
  • Gaz : Gant Pemex n’emañ an unpiaou nemet war korvoadur ha produadur ar gaz naturel e Mec’hiko, rak abaoe 1995 en deus aotreet ar gouarnamant ar postadurioù prevez evit treuzdougen, ingalañ ha stokañ ar gaz naturel.

Hiziv an deiz n’eo an tireoul nemet ul lodenn eus ezporzhiadurioù Mec’hiko. Daoust da se ez a gounidoù Pemex d’ober 30% eus budjed ar Stad. Gant se o doa tennet ar Vec’hikaned o mad eus tailhoù izel a-walc’h. Evit gwir, Mec’hiko eo ar vro eus an AKDA, hag eus Amerika latin a-bezh, m’eo an izelañ ar c’henfeur enkefiadurioù kemedel / PDK (etre 15 ha 17% pa’z eo 30% ar geidenn evit broioù an AKDA).

Gennad kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barrikennadoù tequila

Ar gennad kentañ a ya d’ober 4% eus ar PDK hag a implij 18% eus an dud oberiant.

  • Labour-douar Mec’hiko : aroueziet eo gant ur genderc’husted dister ha ranket en deus en em ober ouzh ur c’hevezerezh kreñv da-heul EFNA zo bet sinet gant ar Stadoù-Unanet ha Kanada. Diorroet he deus ar vro filierennoù labour-douar, evit an avoukez peurgetket.
  • Gwin ha boesonioù kreñv : kresket kalz eo ar produadur gwin er bloavezhioù diwezhañ, daoust ma n’eo ket peurvat a-fet kalite. A-hend-all e produ Mec’hiko boesonioù kreñv niverus, evel an tequila bet diwar strilhañ an agavez glas. Ezporzhiet e vez 50% eus ar produadur tequila war-du ar Stadoù-Unanet. Un AOK en deus an tequila ha ne c’hall dont nemet eus ur c’horn-bro resis, e Stad Jalisco dreist-holl.
  • Mengleuzioù : Ezporzhiañ a ra Mec’hiko ur bern kailh, da skouer arc’hant : kentañ produer ar bed eo.
  • Pesketaerezh ha loened-mor

Ar greanterezh a ya d’ober 26,5% eus ar PDK (2004) hag a implij 24% eus an dud oberiat.

  • An ijinerezh pounner : e gennadoù evel ar simant, ar gwer hag an dir. E Mec’hiko ez eus un toullad kampioned, lod anezho a live etrebroadel. Cemex eo an eil produer simant er bed just war-lerc’h ar Gall Lafarge. Vitro, Grupo Alfa, Metalsa… zo skouerioù all eus ar c’hevredadoù liesvroadel nevez-se e Mec’hiko.
  • Ar bier : E Mec’hiko eo pouezus ijinerezh ar bier. Gant merkoù brudet er bed a-bezh evel Corona, Sol, Tecate…, ez eus lañs bras gant bier Mec’hiko hag evet e vez en holl gevandirioù. Rannet eo ar marc’had etre daou stroll pennañ : Grupo Modelo lec’hienn ha Cerveceria Cuauhtemoc Moctezuma lec’hienn.
  • Ar produiñ kirri : daoust ma n’eus merk broadel ebet er vro ez eo Mec’hiko an 9vet produer kirri er bed. Strolloù bras evel Ford, General Motors, Renault Nissan, Daimler Chrysler… a vez dedennet gant Mec’hiko, gant an tost m’emañ ha da-heul ar feur-emglev frankiz eskemm bet sinet gant ar Stadoù-Unanet ha Kanada. E 2004 e veze implijet war-dro 600 000 a dud gant ar gennad ha mat-kaer eo an diaweladoù. Strolloù a-leizh zo e soñj postañ a-zruilh e Mec’hiko evit diorren o danframmoù. An hini diwezhañ zo bet, ar stroll Ford, zo e soñj postañ 9 miliard a zollaroù.[1]
  • TNKK: Lañs bras zo gant gennad an teknologiezhioù nevez e Mec’hiko ha dreist-holl e korn-bro Guadalajara. Guadalajara, deuet da vezañ arouez Mec’hiko evel kêr an teknologiezhioù nevez, a vez sellet outi evel Silicon Valley Mec’hiko. Strolloù evel IBM, Hitachi, HP, Intel, Siemens pe Kodak a bost arc’hant a-leizh er c’horn-bro-se.

Trede gennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trede gennad a ya d’ober 69,5% eus ar PDK hag a implij 58% eus an dud oberiat.

  • An touristerezh : unan eus ijinerezhioù kentañ ar vro. Gant al liesseurt m’eo ar maezioù, an hin hag an aod, Mec’hiko he deus postet kalz arc’hant evit diorren ar gennad-se a implij tud a-leizh. Kêrioù kouronkañ evel Cancun, Acapulco, pe Puerto Vallarta zo anavezet er bed a-bezh hag a zedenn milionoù a douristed bep bloaz.
  • Ar c’hleweled : Produiñ hag ezporzhiañ a ra Mec’hiko ur bern heuliadennoù skinwel anavezet dindan an anv telenovela. Heuliadennoù “klouar” ez int, ha dedennañ a reont milionoù a bellarvesterien. Daou stroll a ra o renkoù e bed ar c’hleweled : Televisa et TV Azteca. Abaoe un nebeud bloavezhioù e tiorro ar chadennoù mec’hikan er Stadoù-Unanet a-benn kinnig programmoù a-ratozh evit kumuniezh ar spagnolerien.
  • Ar pellgehentiñ : E 2004 e oa e Mec’hiko 38 milion a implijerien a bellgomzerioù hezoug e-keñver 104 milion a annezidi, da lavaret eo e oa ur pellgomzer hezoug gant war-dro 36% eus an dud e-skoaz ouzhpenn 68% en Unaniezh Europa. Mont a ra ar marc’had gant an ez-unpiaou Stad Telmex zo da gCarlos Slim, anezhañ pinvidikañ den Amerika latin hag unan eus ar re binvidikañ er bed. Er vro ez eus ivez 17 milion a implijerien eus internet. Goloet-mat eo ar c’hêrioù bras, ar pezh n’eo ket gwir evit ar maezioù.

An armerzh abaoe sinadur EFNA

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Genver 1994 e oa bet sinet Emglev Frankeskemm Norzh Amerika EFNA gant Mec’hiko, Kanada hag ar Stadoù-Unanet, ha krouet evel-se brasañ takad frankeskemm ar bed. Treuzfurmet krenn e oa bet Mec’hiko gant EFENA, ha lakaet eo bet da dremen eus ur politikerezh armerzhel aroueziet gant un doare gwarezouriezh kreñv d’ur politikerezh armerzhel diazezet war ar frankeskemm hag an enlakaat en armerzh ar bed. D’ar bloavezh end-eeun ma oa bet lakaet EFENA da dalvezout e oa bet un enkadenn armerzhel vras e Mec’hiko merket gant ur gourwerzhekadur krenn eus ar peso. Lies eo abegoù an enkadenn-se, pa vefe azasadur an armerzh ouzh an endro nevez, pe ar politikerezh moneiz, fiziañs ar bosterien etrebroadel, kudennoù an dle…

Abaoe 1994 e oa deuet armerzh Mec’hiko war e du goude an enkadenn. Ur c’hresk bras zo bet en ezporzhiadurioù, war-du ar Stadoù-Unanet ha Kanada peurgetket. Ar maquiladoraioù pe takadoù frank zo unan eus elfennoù pouezus ar berzh-se. Hiziv an deiz e ra Mec’hiko 50% eus enporzhiadurioù hag ezporzhiadurioù Amerika latin, ha deuet eo da vezañ 8vet galloud kenwerzhel ar bed. PDK Mec’hiko e gwerzh eo an hini uhelañ en Amerika latin, dirak Brazil hag Arc’hantina, hag an 11vet galloud armerzhel eo Mec’hiko hervez ar memes dezverk.

E 2000 e oa bet ar pebeiladur politikel kentañ e Mec’hiko abaoe tremen 70 vloaz, gant donedigezh Vicente Fox. Hemañ a gendalc’has politikerezh armerzhel e ziaraogerien gant ur politikerezh strizh evit ar budjed hag an arc’hant. Digresket kalz e oa bet ar monc'hwez ha gwellaet kalz stad an arc’hant foran, a-drugarez da gresk priz an tireoul peurgetket, zo Mec’hiko ar 5vet ezporzhier anezhañ. An dle foran ne ra nemet 23,5% eus ar PDK hiziv an deiz hag an dle diavaez zo bet rummet BBB gant Standard & Poor's da lavaret eo al live uhelañ bet tizhet biskoazh gant Mec’hiko hag an notadur gwellañ e-mesk broioù bras Amerika latin.

A-benn digeriñ marc’had an ezporzhiadurioù (80% anezho a ya war-du ar Stadoù-Unanet ha Kanada) he deus sinet Mec’hiko un toullad feurioù-emglev frankeskemm, da skouer gant Unaniezh Europa, Japan, Israel

Etre 2001 ha 2003 e oa bet dister ar c’hresk armerzhel e Mec’hiko (-0,3% en 2001, +0,9% en 2002 et +1.4% en 2003), rak deuet eo Sina da vezañ ur c’hevezer bras eus Mec’hiko : er stalioù-labour eno e vez 4 gwech izeloc’h ar goproù eget e Mec’hiko. Setu e rank Mec’hiko azasaat he fatrom armerzhel ouzh ar blegenn etrebroadel nevez, dre adreizhoù frammadurel a vez graet goustadik-kenañ siwazh.

Abaoe 2004 eo buanaet kalz ar c’hresk armerzhel : +4,3% e 2004 ha +3.8% e 2005 (istimadurioù). Ur bern embregerezhioù a zistro da Vec’hiko goude bezañ bet en Azia. Koulskoude, evit ma padfe an azlañs-se ha ma c’hallfe Mec’hiko stourm ouzh ar baourentez a sko c’hoazh 40% eus an dud, e rank adreizhoù frammadurel pouezus bezañ sevenet.

Las remesas, an arc’hant lakaet pe treuzkaset gant divroidi vec’hikan d’o familh chomet e Mec’hiko zo aet d’ober ur rekord e 2005 gant ouzhpenn 20 miliard a zollaroù. Kevatal eo gant an hanter eus ezporzhiadurioù tireoul ar vro zo kevatal d’o zro gant 10% eus an ezporzhiadurioù madoù, er c’hontrol d’an dekvloaziadoù a-raok ma veze trec’h an ezporzhiadurioù tireoul er ventel red. Brasoc’h eo ar mann estlammus-se eget ar postadurioù estren e Mec’hiko ha gantañ e c’hall kalz familhoù war ar maez gwellaat un tamm o jeu.

Chom a ra daeoù bras a rank Mec’hiko bezañ evito:

  • dizingalder dasparzh ar pinvidigezhioù er boblañs (feuriader Gini 53,1 e 1998)
  • dizingalder an diorroadur etre Stadoù an norzh hag ar c’hreiz zo pinvidik ha Stadoù ar su zo paour
  • gant dilennadegoù ar prezidant e 2006 ez eus bet diskouezet e oa diaes lakaat an demokratelezh da dalvezout e Mec’hiko
  • kevezusted armerzh Mec’hiko zo da wellaat e-tal Sina pe India

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ángeles, Luis. La reforma del Estado. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Bosch García, Carlos. Historia de las relaciones entre México y los Estados Unidos 1819-1848. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1985.
  • Georges Fauriol. México. Washington D.C.: Center for Strategic & International Studes George town University, 1983.
  • Green, Rosario. La deuda externa de México. México: Secretaría de Relaciones Exteriores; Nueva Imagen, 1988.
  • Green, Rosario. Nuevo entorno internacional. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Ibarra, Carlos M. Economía política mexicana. Puebla: Linotipográfica Económica, 1940.
  • Interpretaciones sobre el sistema político mexicano. México: PRI; IEPES, 1990.
  • La apertura de México al pacífico. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1990.
  • La constitución mexicana, rectoría del Estado y economía mixta. Editorial Porrúa 1985.
  • López Gallo, Manuel. Economía y política en la historia de México. México D.F.: Grijalbo, 1967.
  • México en la década de los 90. Banco Nacional de México, Estudios Económicos y Sociales, 1993.
  • Política exterior de México. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1989.
  • Tello, Carlos. La política económica en México. Siglo XXI Editores, 1979.
  • Tena Ramírez, Felipe. Leyes fundamentales de México, 1808-1964. Editorial Porrúa, 1964.
  • Toribio, Lucio. Economía actuarial en las empresas industriales. Editorial CEMEX, 2005-2006.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]