Badminton
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar badminton a zo ur sport palikedoù etre daou pe pevar c'hoarier staliet war zaou hanter-dachenn rannet gant ur roued. Lakaet eo bet e reolennoù e plas e fin an XIXvet kantved e Badminton House (e Badminton, Gloucestershire, Bro-Saoz). Ur gevredad etrevroadel, ar BWF, a zo anezhi abaoe 1934. Anavazet eo ar badminton evel sport olimpek abaoe 1992.
Reolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar badminton a vez c'hoariet gant daou pe pevar den (o-unan pe bodet e skipailhoù daou zen). Ur skobitell a vez kaset etre pep hanter-dachenn. Ar c'hoarierien a verk poentoù o lakaat ur skobitell war leur an hanter-dachenn all. Ma vez kaset ar skobitell er-maez deus an dachenn gant ur skipailh pe ur c'hoarier ez a ar poent d'ar c'hoarier pe d'ar skipailh all.
C'hoariet e vez war dachennoù flour ha kalet o leur, hag e salioù diabarzh netemken abalamour da bouez izel ar skobitell a c'hallfe bezañ diheñchet aes gant an avel.