Cron
Ar meziant cron zo ur steuñver labourioù war an urzhiataerioù doare Unix. An implijerien a stailh hag a ra war-dro endroioù meziantel a implij cron evit steuñvañ labourioù (urzhiadoù pe skriptoù shell) da vezañ lañset a-vareadoù da eurioù pe deiziadoù resis. Emgefreekaat a ra trezalc'h ar reizhiadoù, met gallout a ra bezañ implijet evit trevelloù liesseurt evel pellgargañ restroù.
Sell hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sturiet eo Cron dre ur restr crontab (cron table), ur restr kefluniañ a zespiz urzhiadoù shell da vezañ lañset a-vareadoù hervez un termen resis. Ar restroù crontab a zo kadavet e lec'h m'emañ roll al labourioù ha ditouroù all evit daemon cron. An implijerien a c'hall kaout o restroù cron dezho o-unan hag alies e vez ur restr crontab evit ar reizhiad a-bezh (lec'hiet e /etc
pe un is-kavlec'h peurliesañ) n'hall bezañ kemmet nemet gant ardoerien.
Kement linenn er restr crontab a zespiz ul labour, en doare-se:
# ┌───────────── munutenn (0 - 59) # │ ┌───────────── eur (0 - 23) # │ │ ┌───────────── devezh ar miz (1 - 31) # │ │ │ ┌───────────── miz (1 - 12) # │ │ │ │ ┌───────────── devezh ar sizhun (0 - 6) (Sul betek Sadorn; # │ │ │ │ │ 7 a zo ivez Sul war reizhiadoù 'zo) # │ │ │ │ │ # │ │ │ │ │ # * * * * * urzhiad da erounit