Daoubik
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An daoubik eo an arouezenn boentaouiñ :
hag a dalv da zegas :
- un niveradur,
- un arroudenn pe gomzoù klevet,
- un displegadenn.
Arabat eo kemmeskañ an daoubik gant an daouboent, a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent (¨) war ur vogalenn.
Lizherennerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-fed lizherennerezh ar brezhoneg, setu amañ ar pezh a skrivas Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg :
II. AR POENTADUR
89. N'eus netra o tisheñvelout ar brezhoneg diouzh
yezhoù all kornog Europa, ha dreist-holl diouzh ar galleg,
e-keñver ar poentaouiñ. An hevelep arouezioù a vez graet
ganto en hevelep degouezhioù. A-se, ne vo kavet amañ da
heul nemet un notennig bennak dre vras."
[...]— Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, Skridoù Breizh, 1947, pajenn 58.
An daoubik e galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er yezhoù all eus kornaoueg Europa (saozneg[4], spagnoleg[5], alamaneg[6], nederlandeg[7], italianeg hag all), koulz hag er yezhoù all a ra gantañ (arabeg, rusianeg, turkeg, hag all) :
- a-raok an daoubik : esaouenn ebet,
- war-lerc'h an daoubik : un esaouenn.
Frazennoù skouer hervez doare lizherennaouiñ ar galleg :
"Met setu[esaouenn]:[esaouenn]ar c'hantad metroù-se n'eus ket, ha ne vo ket, anezho." (Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re gant Pêr Denez, Al Liamm, 1975 p. 79).
"Nerzh hon darempredoù a oa aze[esaouenn]:[esaouenn]goût e oa an hini all e-kichen." (Traoù kouer gant Herve Bihan, Al Liamm, 2010 p. 22).
- An Alarc'h Embannadurioù ha Skrid a ra gant doare ar saozneg, tra ma ra Ofis Publik ar Brezhoneg gant an doare gallek war e lec'hienn internet[8]... hep ankouaat menegiñ an toullad mat a levrioù bet embannet gant Embannadurioù Al Liamm, ha nevez 'zo c'hoazh. Dibabet e oa bet an doare gallek ivez pa oa bet embannet al levrig EVNED Breizh gant Hor Yezh e 1995 ; Olier ar Mogn, Iwan Kadored ha Divi Kervella o devoa graet war-dro troidigezh ar skrid anezhañ e brezhoneg.
El lennegezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].
Arouezennoù poentaouiñ all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Daouaskoù,
- Gourskej (pik-skej, pik-virgulenn),
- Klochedigoù,
- Krommelloù,
- Pik,
- Pik-estlammiñ (pik-estlamm),
- Pik-goulenn,
- Pikoù-arsav,
- Skej,
- Virgulenn-grec'h.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- De la Punctuation de la Langue Francoyse, gant Estienne Dolet, 1540.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
- ↑ Gant an Association suisse des typographes eo erbedet ober gant un esaouenn voan, met ral-ral eo an implij-se [1]
- ↑ Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
- ↑ Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.20.
- ↑ [2]
- ↑ [3]
- ↑ [4]
- ↑ Stummadurioù hir