Dollar ar Stadoù Unanet
Dollar ar Stadoù-Unanet (United States dollar, berraet en US dollar) (kod bank USD), a vez graet dollar amerikan (Amerikan dollar) anezhañ alies, zo anezhañ unanenn voneiz Stadoù-Unanet Amerika hag an tiriadoù dalc'het ganto. Gouarnamantoù un nebeud broioù all a ra o moneiz ofisiel ha lezennel gantañ (Ecuador, El Salvador, Panamá, Timor ar Reter) hag un toulladig broioù all a ra gantañ ivez, ent-diofisiel avat. Arouez an dollar US zo $ pe USD pe US$ da lakaat kemm etre anezhañ hag an dollarioù all. Rannet eo e 100 cent (liester cents).
Degemeret e voe gant Kendalc'h ar c'hengevred ar Stadoù-Unanet d'ar 6 a viz Gouere 1785,[2]. Ar moneiz muiañ implijet er bed eo e treuzgreadoù etrevroadel[3] Meur a vro a implij an dollar amerikan evel o moneiz ofisiel ha lod all a implij anezhañ evel o moneiz de facto. Ouzhpenn US$ 380 miliard a oa war red (?) e 1995, an div drederenn er-maez eus ar Stadoù-Unanet. Daougementet eo bet ar sifr-mañ dek vloaz war-lerc'h gant tost da $ 760 miliard, eus an hanter d'an daoufarzh anezho o vezañ en estren[4] Se a dalv ur feur kresk keitat a war-dro 7.6%. Koulskoude e oa aet an euro dreist d'an dollar e miz Kerzu 2006 diwar-benn talvoudegezh kenstrollet an arc'hant dizolo war red.[5] Diwar neuze eo savet talvoudegezh a-vremañ an euroioù war red da ouzhpenn € 695 miliard, kevatal da US$ 1 029 miliard diouzh ar feur eskemm a-vremañ.[6].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)RATE-EXCHANGE.org - US Currency / US Dollar
- ↑ (en)Journals of the Continental Congress --Wednesday, JULY 6, 1785.
- ↑ (en)The Implementation of Monetary Policy - The Federal Reserve in the International Sphere
- ↑ (en)https://web.archive.org/web/20041225023341/http://www.federalreserve.gov/PaymentSystems/Coin/default.htm
- ↑ (en)http://www.ft.com/cms/s/18338034-95ec-11db-9976-0000779e2340.html
- ↑ (en)http://www.ecb.int/bc/faqbc/figures/html/index.en.html
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) (de) Dollar ar Stadoù Unanet (Bilhedoù)