Edward James Olmos
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Mec'hiko |
Anv ganedigezh | Edward Olmos |
Anv-bihan | Edward, James |
Anv-familh | Olmos |
Deiziad ganedigezh | 24 C'hwe 1947 |
Lec'h ganedigezh | East Los Angeles |
Pried | Lymari Nadal |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | California State University, Sacramento, California State University, Los Angeles, Montebello High School, East Los Angeles College, California State University, Fresno |
Lec'h annez | Los Angeles |
Deroù ar prantad labour | 1978 |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Actor, Tony Award for Best Featured Actor in a Play |
Lec'hienn ofisiel | http://edwardjamesolmos.com/ |
Rummad tost | Category:Films directed by Edward James Olmos |
Edward James Olmos (anv badez Edward Olmos) ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1947 a zo un aktour hag ur sevener filmoù ha skinwel amerikan. Brudet eo dreist-holl evit roll William Adama er stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica, hini al letanant Martin "Marty" Castillo er stirad Miami Vice, ar c'helenner Jaime Escalante e Stand and Deliver, ar penn familh Abraham Quintanilla, Jr. er film Selena, an detektiv Gaff e Blade Runner. E 1988, Olmos a oa bet anvet evit un Academy Award evel gwellañ aktour en ur rol pennañ evit ar film Stand and Deliver.
Edward James Olmos a zo ganet e Los Angeles, Kalifornia, lec'h ma vevas e holl vugaleaj. Mab eo da Eleanor Huizar ha Pedro Olmos[1]. Ur familh paour e oa, an tad a oa rediet da gaout div vicher evit krakvevañ, o vezañ souder ha paotr al lizhiri.