(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Elzas Izel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Elzas Izel

Eus Wikipedia

Elzas Izel eo lodenn hanternosañ Elzas. Dre vras e klot gant an departamant gall Bas-Rhin. Gant Elzas Uhel ha Republik Mülhausen (a oa ur stad dieub en Elzas Uhel ken na voe staget ouzh Bro-C'hall e 1798), eo unan eus rannoù istorel Elzas.

Izel eo Elzas Izel dre ma'z eo bro naoz izelañ ar stêr Ill, he deus roet hec'h anv da Elzas, bro an Ill(Daveoù a vank).

Implijet eo bet an droienn entre 1648 ha 1789, a-raok krouidigezh an departamantoù gall Bas-Rhin ha Haut-Rhin a voe diverket gante an anv Elzas diwar ar c'hartennoù.

Distrig Elzas Izel (1871-1919)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

distrig (en alamaneg : Bezirk Unterelsass) a oa unan eus tri distrig Elzas-Loren, en impalaeriezh alaman, etre 1870 ha 1918.