Emgann Cape Gloucester
Rann eus | Eil Brezel-bed |
---|---|
Stad | Papoua Ginea-Nevez |
Lec'h | Cape Gloucester |
Daveennoù douaroniel | 5°27′0″S 148°25′0″E |
Deiziad | 26 Kzu 1943 |
Deiziad kregiñ | 26 Kzu 1943 |
Deiziad echuiñ | 22 Ebr 1944 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet |
Emgann Cape Gloucester a oa bet stourmet e-kerzh Brezel ar Meurvor Habask en Eil Brezel-bed etre Lu Impalaeriezh Japan ha nerzhioù lu ar Gevredidi war enezenn New Britain, e Ginea Nevez, etre ar 26 a viz Kerzu 1943 hag ar 16 a viz Genver 1944. An dilestradeg stadunanat, lesanvet Oberiadur-brezel Backhander, a oa ul lodenn eus an Oberiadur-brezel Cartwheel. An eil dilestradeg e oa bet evit ar 1st Marine Division, goude hini Guadalcanal. Pal an oberiadur a oa aloubiñ daou aerborzh japanat nepell diouzh Cape Gloucester hag a oa difennet gant soudarded ar 17vet divizion japanat.
An dilestradeg diazez a oa bet d'ar 26 a viz Kerzu 1943, pa oa bet ar Marines o tilestrañ war daou veg al ledenez war ar memes tro. An dilestradeg er c'hornôg a oa un doare da guzhat an dilestradeg pennañ ha da droc'hañ e daou damm difennoù arvorel Japaniz. An nerzh diazez, a oa dilestret war an tu reter, hag a oa kendalc'het war-zu an norzh betek an aerborzhioù. Da gentañ e oant aet war-raaok hep kaout nemeur a enebiezh outo met ranket o doa mont gorrekoc'h abalamour d'ar geunioù o redie da vont a-hed an aod. Ar Japaniz o doa gortozet evit enebargadiñ sioul. Met e fin miz Kerzu e oa bet aloubet an aerborzhioù. Kendalc'het e oa ar stourm betek penn kentañ miz Genver 1944, betek ma voe brasaet tachenn difenn ar Stadunaniz er su d'an aerborzhioù betek Bae Borgen.
Echuet e oa difenn ar Japaniz d'ar 16 a viz Genver 1944 pa oa bet aloubet an dorgenn 660 gant ar Stadunaniz; kendalc'het e oa troioù brezel memestra betek miz Ebrel 1944, betek ma vefe kemeret plas ar Marines gant an US Army.
E tu ar Stadoù Unanet e oa bet 310 soudard stadunanat lazhet ha 1083 gloazet. Evit Impalaeriezh Japan e oa bet lazhet 2000 den.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er ministirad The Pacific e vez ul lodenn hag a gont Emgann Peleliu.
- With the Old Breed, el levr buhez e vez kontet an emgann en ul lodenn dre daoulagad ar soudard ha skirvagner Eugene B. Sledge.