Emgann Peleliu
Rann eus | Brezel ar Meurvor Habask |
---|---|
Stad | Palau |
Lec'h | Peleliu |
Daveennoù douaroniel | 7°1′0″N 134°15′0″E |
Deiziad | 27 Du 1944 |
Deiziad kregiñ | 15 Gwe 1944 |
Deiziad echuiñ | 25 Du 1944 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet, Impalaeriezh Japan |
Emgann Peleliu, pe Operation Stalemate II evit pennoù lu Stadoù-Unanet Amerika, a oa bet un emgann etre nerzhioù lu an USMC hag ar US Army ha nerzhioù Lu Impalaeriezh Japan, e-pad Kampagn Mariana ha Palau e-pad an Eil Brezel-bed, etre ar 15 a viz Gwengolo hag ar 15 a viz Du 1944, war Enezenn Peleliu.
An U.S. Marines eus ar 1st Marine Division, ha goude-se soudarded an US Army eus an 81st Infantry Division, o devoa stourmet evit aloubiñ un aerborzh lec'hiet war an enezennig koural. An emgann-se a oa ul lodenn eus un argadenn-veur anvet Oberiadur-brezel Forager, a badas eus miz Even betek miz Du 1944, e-pad Brezel ar Meurvor Habask.
E tu Lu Impalaeriezh Japan e oa bet lazhet 13 600 den ha 400 prizoniet. Evit al lu stadunanat e oa bet lazhet 1460 den ha gloazet 6450. Evit ar stadunanaiz e oa bet ur gwallskouer spontus Emgann Peleliu. An enezier aloubet ne oant ket reoù hollbouezus evit heuliad ar brezel. An niver uhel-uhel a soudarded lazhet hag a oa bet uheloc'h evit an holl dilestradegoù all er brezel a oa bet burtullet kreñv ivez. Er Mirdi broadel ar Marine Corps e vez lesanvet an emgann "an hini ar muiañ c'hwerv eus ar brezel evit ar re Marines".
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er ministirad The Pacific e vez ul lodenn hag a gont Emgann Peleliu.
- With the Old Breed, el levr buhez e vez kontet an emgann en ul lodenn dre daoulagad ar soudard ha skirvagner Eugene B. Sledge.