Funafuti
Neuz
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/82/Funafuti_bearbeitet.jpg/260px-Funafuti_bearbeitet.jpg)
Funafuti zo un atoll en enezeg Tuvalu. Tri zamm enezenn ha tregont a ya d'ober an atoll a-bezh. Enez-kêr-benn ar vro eo ivez ent-ofisiel, hag e kêriadenn Vaiaku (e Fongafale), a zo unan eus an enezennoù, e kaver sez ar gouarnamant hag an ensavadurioù. Da 6 320 a dud e save poblañs an atoll e 2017.