(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Germania Inferior - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Germania Inferior

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Germania inferior en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Germania Inferior ("Germania Izel") pe Germania Secunda ("Eil Germania") a oa ur broviñs eus Impalaeriezh Roma, er c'hornôg d'ar stêr Roen.

En em astenn a rae war douaroù a zo bremañ en Izelvroioù, e Belgia hag e gwalarn Alamagn. Krouet e voe ar broviñs er bloavezh 89. A-raok e oa ur vro a oa d'an arme roman : Exercitus Germaniae Inferioris a veze graet eus an arme a oa diazezet eno. Stag e oa e-keñver melestradurezh ouzh proviñs Galia. Pennlec'h Germania Inferior e oa Colonia Claudia Ara Agrippinensium (deuet da vezañ Kolun pe Köln hiziv).

E-kichen Germania Inferior e oa proviñs Germania Superior. An div broviñs-se a oa bet savet da stankañ an hent ouzh tagadennoù ar pobloù german na oant ket bet aloubet gant armeoù Roma hag a oa o chom pelloc'h er reter hag en hanternoz, e Magna Germania.

Savet e oa bet er bloaz 84 gant Domitianus.