Gestapo
Deiziad krouiñ | 26 Ebr 1933 |
---|---|
Anv ofisiel | Geheime Staatspolizei |
Anv er yezh a orin | Gestapo |
Diazezer | Hermann Göring |
Prezidant | Rudolf Diels, Reinhard Heydrich, Heinrich Müller |
Stad | Trede Reich |
Daveennoù douaroniel | 52°30′26″N 13°22′57″E |
A dalv evit tiriad | Trede Reich |
Aozadur mamm | Reichssicherheitshauptamt |
Sez sokial | Prinz-Albrecht-Palais |
Raklec'hiet gant | Prussian Secret Police |
Erlec'hiañ a ra | Prussian Secret Police |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945 |
Deskrivet en URL | https://stadtlexikon.karlsruhe.de/index.php/De:Lexikon:ins-1480 |
Gestapo (alamaneg Geheime Staatspolizei «polis kuzh ar Stad») a oa polis politikel Alamagn da vare ren Adolf Hitler (1933-1945). Lakaet e voe da aozadur torfedourien da vare prosez Nürnberg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1933, kerkent ha lakaet Adolf Hitler da gañseller, e krogas SA da spontañ ar boblañs : war-dro 50 000 SA a oa e Prusia. Goude tan-gwall ar Reichstag e voe lakaet ar polis da labourat gant SA. Ur wech embannet ar stad a reuziad e voe harzet 96 kannad. Deuet e oa ar polis da vezañ ur benveg etre daouarn NSDAP.
Etre daouarn SS (1934)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gestapo Prusia a voe krouet d’ar 26 a viz Ebrel 1933 e Berlin, (8 Prinz-Albrechtstrasse) gant Hermann Göring, hag a oa kentañ ministr Prusia. D’ar mare-se, e oa war-dro 200 ezel ennañ, hag an urzhioù a vije kaset da gomiserdioù Prusia. Ma oa gwelet izili SA evel tud reut ha feuls, e oa dibabet a-vat izili Gestapo: al lod brasañ anezho a oa bet er skol-veur, ha dibabet e oant diwar o barregezhioù hag o deskadurezh. Hermann Göring en doa lakaet da bal lakaat anezho da vezañ “brezelerien an ideologiezh”, e servij ar Vroad alaman. Diouzh un tu, ne felle ket da Ernst Röhm e vije tapet plas SA gant Gestapo. Diouzh an tu all e oa mennet Heinrich Himmler ha Reinhard Heydrich da gendeuziñ ar polis ha SS, diwar goust Ernst Röhm. E miz Gouere 1932 e voe anvet Heydrich e penn servij surentez (SD) NSDAP. Aozet e oa bet gantañ. Lakaat a reas da bal diguzhat an holl re a enebe ouzh SS. E-pad nevezamzer 1933 e voe anvet Heydrich e penn servijoù polis München, met e gwirionez e oa Heinrich Müller a rene. Ur wech unvanet polis Bayern ha SD e voent e penn holl aozadur polis al Land. Heinrich Himmler ha Reinhard Heydrich a grouas ar c’hamp-kreizennañ kentañ e Dachau (Bayern) e miz Meurzh 1933. Ennañ e voe bac’het an enebourien bolitikel. Müller, isrener polis Bayern, a aozas ar Schutzhaft, gant ar pal herzel tud hep abeg lezennel ebet, kement den hag a c’hallfe bezañ “dañjerus”. D’ar mare-se e oa Heinrich Himmler e penn polis Alamagn a-bezh, nemet Gestapo Prusia hag a oa renet gant Hermann Göring. Hemañ a roas e zilez e 1934. Er memes koulz e voe degemeret Heinrich Himmler (penn Gestapo), Reinhard Heydrich (penn ar melestradur) ha Heinrich Müller (kenrener ar melestradur) e burevioù Gestapo e Berlin: adalek ar mare-se e ren SS war holl bolis ar Reich.
War gresk ez a ar stourm a-enep an enebourien (1934-1939)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech ebarzhet ar polis e SS e oa ret da Heinrich Himmler ha da Reinhard Heydrich en em zizober diouzh SA. D’ar 27 a viz Even 1934 en em vodas Himmler, Heydrich ha Müller hag ec’h ijinjont "putsch Röhm". E-pad an noz etre an 30 a viz Even hag ar 1añ a viz Gouere 1934 (Nozvezh an Hirgontilli) e voe lazhet pennoù-bras SA, Ernst Röhm en o zouez.
Dre ma oa NSDAP ar strollad politikel nemetañ, e kendalc’has Gestapo da herzel an enebourien bolitikel, an holl dud ha na glotent ket gant ar Volksgemeinschaft (kumuniezh ar bobl) ijinet gant an nazied, dreist-holl izili KPD. An holl vinorelezhioù, Yuzevien en o zouez, a voe taget ivez. D’an 19 a viz Gwengolo 1935 e voe votet lezennoù Nürnberg: un diaz lezennel e teujont da vezañ evit Gestapo, dre ma oa embannet sklaer e oa difennet groñs an euredoù etre Alamaned ha Yuzevien.
Gestapo en tiriadoù aloubet (1936-1939)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tamm-ha-tamm ez eas war washaat an aergelc’h spontus a oa en Alamagn. E-pad hañv 1936 e voe anvet Himmler e penn holl servijoù polis ar vro (Chef der Deutschen Polizei). Daoust d'an anvidigezh-se e oa Heydrich hag a rene da vat. Perzh ministrerezh an diabarzh a oa bras ivez. Adalek dibenn ar bloavezhioù 1930 ez eas war gresk perzh ha pouez SS en aozadur nazi. Unan anezho, Werner Best (gwiraour ha teknokrat) e anv, a genlabouras gant Heydrich e penn Gestapo betek 1940. Franz Six, tutaet e SD gant Heydrich, a ijinas ar servij anvet Gegnerforschung (lodenn eus Gestapo e karg eus enebourien ar Reich).
Goude an Anschluss (1938), e voe harzet pennoù bras tu-kleiz Aostria. Er bloaz war-lerc’h e savas izili Gestapo listenn an enebourien tchek a oa da vezañ harzet. E 1939 e voe stummet izili Gestapo a-benn bezañ prest da vrezeliñ. Müller a aozas taol Tannenberg, un digarez evit tagañ Polonia e miz Gwengolo. E Pariz e voe anvet an Obersturmbannführer Kurt Lischka e penn Gestapo adalek diskaramzer 1940. Pierre Laval, kentañ ministr gall, en em glevas gant an nazied : 80 000 Yuzev a voe harzet gant ar polis gall ha dibellet da c’houde. D’an 22 a viz Gwengolo 1939 e voe krouet Reichssicherheitshauptamt (Ofis kreiz surentez ar Reich, RSHA) gant Himmler. Heydrich a voe lakaet e penn ar servij-se, ha ren a reas neuze war SD ha war SIPO. Div rann voe krouet: Gestapo ha Kriminalpolizei, gant ar pal dizorniañ enebourien ar Reich. Gestapo a zeuas da vezañ pevare rann (Amt IV) RSHA.
Gestapo hag an dispell (1941-1944)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre diskaramzer 1939 ha nevezamzer 1940 e lakaas Hitler da bal gounit ar brezel buan-tre. Kemenn a reas ma vefe lazhet 70 000 den en Europa (dreist-holl en Ukraina hag e Belarus) gant an Einsatzgruppen (kommando SS). Unvezhioù SS ha re Gestapo a sikouras anezho a-benn lazhañ an holl baotred en oad da vrezeliñ.
E Bro-C’hall e voe sezizet SNCF, hag implijet an trenioù evit kas ar brizonidi d’ar c’hampoù-kreizennañ. Kement-se a voe aozet er servij IV.B.4, renet gant Adolf Eichmann. Gant Gestapo e voe harzet a Yuzevien hag an enebourien bolitikel, en Alamagn koulz hag er broioù aloubet.
D’an 31 a viz Gouere ec’h aozas Heydrich taol Reinhard: ar pal a oa lazhañ 2 vilion a Yuzevien bolonat. Asantet e voe an diviz gant Himmler e-pad an diskaramzer.
D’an 20 a viz Genver 1942 e kemeras Müller perzh e prezegenn Wannsee, eno e kenaozas an Endlösung (Diskoulm diwezhañ). Skignet e voe ar raktres e diabarzh Gestapo: ne oa ket trawalc’h hervez Heydrich e vefe izili Gespato skouerioù ar “Volksgemeinschaft'’, fellout a rae dezhañ e kemerfent perzh en Diskoulm diwezhañ.
Dibenn an eil brezel bed : ar feulster war gresk (1942-1945)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’ar 4 a viz Even 1942 e varvas Reinhard Heydrich e Praha abalamour d’ur gwalldaol. Goude an darvoud-se ez eas war gresk ar feulster hag an harzidigezhioù. E-pad ur pennadig e voe anvet Heinrich Himmler e penn SD. Da zistro-gwall e voe kaset SS ha Gestapo da zistruj ar gêriadenn tchek anvet Lidice: an holl baotred a voe fuzuilhet, ha dibellet e voe an holl vaouezed hag ar vugale. E Lublin (Polonia) e tivizas penn Gestapo (Oswald Gudenlach e anv) ma vefe muntret miliadoù a dud: harzet e voe Yuzevien etre an 3 hag ar 4 a viz Du 1943, hag en holl e voe lazhet ouzhpenn 43 000 den. E-pad goañv 1942-1943 e chomas sac’het ar Wehrmacht e Stalingrad. En Alamagn e krogas bombezennadegoù ar re unanet. D’ar mare-se ec’h embannas Joseph Goebbels e oa kroget ar "brezel hollek". E miz Genver 1943 e voe anvet Ernst Kaltenbrunner e penn SD ha Gestapo, e plas Heinrcih Himmler. War gresk ez eas an enebiezh diabarzh a-enep da feulster ar Stad. E-touez an Alamaned harzet e voe Sophie Scholl ha Hans Scholl. D’an 20 a viz Gouere 1944 e klaskas jeneraled alaman lazhañ Adolf Hitler, met ne zeujont ket a-benn. Lakaet e voe Müller e karg d’o c’havout ha d’o lazhañ. An holl o doa kemeret perzh en irienn a voe dispellet pe lazhet en deiz war-lerc’h. Penn-kentañ diskar Gestapo e oa memes tra.
Izili Gestapo a guitaas Pariz e-pad hañv 1944, ha kuitaat a rejont Berlin en diskaramzer. Ne felle ket dezho leuskel roudoù war o lerc’h, neuze e plantjont tan en o savadurioù. Al lod brasañ eus pennoù bras Gestapo, Müller en o zouez (n’eo ket bet adkavet e gorf), a zeuas a-benn da dec’hout kuit. Ul lodenn anezho a stagas en-dro gant al labour er polis goude 1945.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1934 e voe tennet Gestapo diouzh ministrerezh Prusia an diabarzh hag e vo ebarzhet e SS. Kreskiñ a reas e-pad ar 5 bloaz da heul. Kendeuzet e voe gant Kripo, evel-se e voe krouet (Sipo, Sicherheitspolizei, polis surentez). E 1939 e voe kendeuzet Sipo ha Sicherheitsdienst (SD), krouet e voe neuze RSHA (Reichssicherheitshauptamt, Ofis Kreiz Surentez ar Reich). E diabarzh RSHA e oa anvet Gestapo Amt IV. Evel-henn e oa aozet :
Rann A (Enebourien)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Komunourien (A1)
- Moc’herezh (A2)
- Kilstourmerien ha Frankizourien (A3)
- Muntrerien (A4)
Rann B (Sektennoù hag Ilizoù)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Katoliked (B1)
- Protestanted (B2)
- Frañmasoned (B3)
- Yuzevien (B4)
- Tud a liv (B5)
Rann C (Melestradur hag Aferioù diabarzh)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rann D (Tiriadoù aloubet)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Enebourien ar stad (D1)
- Ilizoù ha Sektennoù (D2)
- Aferioù ar Strollad (NSDAP) (D3)
- Tiriadoù ar c'hornaoueg (D4)
- Enepspierezh(D5)
- Estrañjourien (D6)
Rann E (Enepspierezh)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Alamagn (E1)
- Unvezhioù polis (E2)
- Er C’hornôg (E3)
- E Skandinavia (E4)
- Er Reter (E5)
- Er Su (E6)
Izili hag ofiserien Gestapo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Philippe Aziz, Au service de l'ennemi. La Gestapo française en province, embannet gant Fayard
- Jacques Delarue, Histoire de la Gestapo, Fayard
- Édouard Husson, "La vraie histoire des Bienveillantes", L'Histoire, niv. 320, miz Mae 2007
- Éric A. Johnson, La terreur nazie : la Gestapo, les Juifs et les Allemands ordinaires, Albin Michel
- Schultheis, Herbert / Wahler, Isaac E.: Bilder und Akten der Gestapo Wuerzburg über die Judendeportationen 1941 - 1943. Bad Neustadt a. d. Saale
- Jean-Louis Loubet del Bayle, Police et politique. Une approche sociologique, embannet gant L'Harmattan
- Roger Manvel et Heinrich Fraenkel, Heinrich Himmler : The SS, Gestapo, His Life and Career, Skyhorse Publishing
Teulfilmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Holger Hillesheim et Wolfgang Schoen, Die Gestapo (1) : Hitlers schärfste Waffe, Dokumentation der ARD/SWR, 2005.
- Holger Hillesheim et Wolfgang Schoen, Die Gestapo (2) : Terror ohne Grenzen, Dokumentation der ARD/SWR, 2005.
- Holger Hillesheim et Wolfgang Schoen, Die Gestapo (3) : Henker an der Heimatfront, Dokumentation der ARD/SWR, 2005.