Gilgamech
Gilgamech (/ɡilˈɡa:mɛʃ/, e skritur gennheñvel Akkadek: , Gilgameš, anvet ivez Bilgames en testennoù sumerian kentañ)[1] a oa pempved roue Uruk, er vro zo Irak ha Koweit hiziv (tierniezh abred II, kentañ tierniezh Uruk), hag en dije renet war-dro 2500 vloaz kent J.K. Hervez ar rolloù rouanez sumerian en dije renet e-pad 126 vloaz.
Hervez enskrivadur Tummal,[2] Gilgamech hag e vab Urlugal, a adsavas santual an doueez Ninlil, e Tummal, ur c'harter sakr en he c'heoded Nippur. Gilgamech eo haroz pennañ Meurgan Gilgamech, an oberenn vrasañ eus lennegezh kozh Mezopotamia zo chomet betek ennomp.
Er meurgan, e dad a oa Lugalbanda hag e vamm Ninsun (anvet Rimat Ninsun gant lod), un doueez. E mitologiezh Mezopotamia, Gilgamech a oa un hanterzoue, dezhañ un nerzh dreistdenel, a savas murioù keoded Uruk da zifenn e bobl diouzh gourdrouzoù an diavaez, hag a reas ur veaj hir hag arvarus da gejañ gant ar fur Utnapishtim, a oa chomet bev war-lerc'h al Liñvadenn Veur. Deskrivet e vez peurliesañ evel doue evit div drederenn ha den evit un drederenn.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abbé Sauveplane, "Une épopée babylonienne Is-Tu-Bar - Gilgamès" Revue des Religions (1892-1893) war wikisource
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The Epic of Gilgamesh, troet gant Andrew George 1999, Penguin books Ltd, Harmondsworth, p. 141 ISBN 13579108642
- ↑ Enskrivadur Tummal, ur roll rouanez astennet diazezet war eilennoù standard Babilonia gozh. Meur a skouerenn zo, lod eus Ur ha Nippur.
En e raok Aga Kich |
Roue Sumer war-dro 2600 kent J.K. |
War e lerc'h Ur-Nungal |
En e raok Dumuzid, ar pesketaer |
Ensi Uruk war-dro 2600 kent J.K. |